Libertarian Party (SUA)

Eus Wikipedia
Logo al Libertarian Party
E 1989, ur giton libertarian evit difenn gwir ar soc'hianañ evit ar maouezed. Lod eus ar strollad zo evit ma vefe ur choaz hep tuadur gouarnamantel, lod all zo a-enep ar sioc'hanañ met a embann n'eo ket afer ar gouarnamant met hini pep hinienn.

Al Libertarian Party (berraet en LP) zo ur strollad politikel stadunanat a zifenn ar gwirioù keodedourel, a-enep an hanterouriezh, evit ur gapitalouriezh dieub, hag evit ma vefe diskennet ar muiañ ar gwellañ ment hag obererezhioù ar gouarnamant kevredadel.

Savet e oa bet ar strollad e miz Eost 1971 e-kerzh emvodoù politikel David F. Nolan e Westminster, Colorado, ha krouet ent-ofisiel d'an 11 a viz Kerzu 1971 e Colorado Springs, Colorado.

Krouidigezh ar strollad zo bet awenet gant kudennoù melestradurezh Nixon, Brezel Viet Nam, an enluadeg hag an enebiezh ouzh ar moneiz fiziek.

Ar strollad a zifenn ur frankizouriezh klasel a-fed ekonomiezh ha buhezegezh, enebet ouzh ar frankizouriezh hag an araokadurezh difennet gant ar Strollad Demokratel. Enebet eo ouzh ar Strollad Republikan a wel evel mirour betek-re.
Gary Johnson, bet war ar renk evit ar strollad e 2012 hag e 2016, en doa embannet e oa ar Strollad Libertarian unan muioc'h a-fet sevenadur evit n'eo ar Strollad Demokratel met kalz mirouroc'h a-fed tailhoù evit n'eo ar Strollad Republikan.