Mont d’an endalc’had

Liberator (pistolenn)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant FP-45 Liberator.
Liberator


Ur bistolenn Liberator
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn un-tenn
Munision .380 ACP
Ijiner Defense Distributed
Mare produiñ Abaoe 2013
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 0,454 kg
Hirder 216 mm
Hirder ar c'hanol 64 mm

Hed-tenn pleustrek Un nebeud metradoù
Endalc'h Ur gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall ?

Al Liberator zo ur bistolenn un-tenn a c'haller moullañ e 3D. Skignet e voe e steuñv adalek 2013 gant an embregerezh stadunanat Defense Distributed.

Ar wech kentañ e oa e veze skignet en ur mod ken ledan steuñvioù un arm a c'haller moullañ e 3D war internet. Daou zevezh goude bezañ lakaet war lec'hiennoù evel The Pirate Bay e oant bet pellgarget ouzhpenn 100 000 gwech. An Directorate of Defense Trade Controls, un aozadur gouarnamantel stadunanat, a c'houlennas diouzhtu e vijent tennet diwar ar genrouedad evit stourm ouzh an trafikerezh armoù-tan. Nac'het e voe gant The Pirate Bay da skouer, en anv frankiz internet[1]. Donald Trump, en e resped kentañ, a glaskas aotreiñ skignadenn steuñvioù an arm, pa voe graet ar c'hontrol gant Joe Biden. Goude argerzhadurioù barnerezhel a bep seurt, ar justis stadunanat a aotreas steuñvioù an arm e 2021[2].

Un arm un-tenn eo al Liberator, e danvez plastek penn-da-benn, war-bouez e skoer (un tach anezhañ e gwirionez). Kambret eo e .380 ACP. Evit kargañ anezhañ e ranker tennañ e ganol, ensoc'hañ ur gartouchenn ennañ hag adviñsañ ar c'hanol. Abalamour d'e zanvez e c'hall tennañ betek 10 kartouchenn en holl d'ar muiañ a-raok terriñ.

  1. (en) Ernesto Van der Sar, Pirate Bay Takes Over Distribution of Censored 3D Printable Gun, Torrent Freak, 10/05/2013 (lennet d'ar 05/05/2026)
  2. (en) Nicholas Iovino, Ninth Circuit Lifts Ban on 3D-Printed Gun Blueprints, Courthouse News Service, 27/04/2021 (lennet d'ar 05/05/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan