Li
Neuz
Li
| Anv er yezh a orin | 李 |
|---|---|
| Familh | Tierniezh Tang |
| Genidik a | Western Liang |
| Yezh an oberenn pe an anv | yezhoù sinaek |
| Lizherenneg | Sinalun |
| Roll elfennoù | list of people with the family name Li |
Li eo treuzskrivadur pinyin meur a anv aziat (anvioù-tiegezh, anvioù rannvroioù, anvioù stêrioù...), a gaver dreist-holl e Republik Pobl Sina ha Sukorea. Evit ar pezh a denn d'an anvioù-tiegezh, skrivet e vez Lee alies e Taiwan, Makao, Hong-Kong hag e kalz kumuniezhoù sinaat en estrennvro. Stummoù all a zo c'hoazh : Lei e Makao , Lie en Indonezia ha Lý e Viêt-Nam.
An anv-tiegezh puilhañ ar bed eo Li, treuzskrivadur an anv-tiegezh sinaat 李, hag a dalv « prun ». Douget eo gant 93 milion a dud e Sina hag ouzhpenn 100 milion er bed [1] .
Treuzskrivadur meur a anv-tiegezh sinaat all eo Li e gwirionez :
- Li (黎), ar 84vet anv-tiegezh puilhañ e Sina
- Li (栗), ar 249vet anv-tiegezh puilhañ e Sina
- Li (利), ar 299vet anv-tiegezh puilhañ e Sina
- Li (厉), un anv-tiegezh all
- Li (郦), un anv-tiegezh all
Tud anvet 李
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Li Bai (sinaeg: 李白 ; pinyin: Lǐ Bái) (701-762), barzh sinaat
- David H. Li (1928-2018), c'hoarier echedoù ha skrivagner sinaat ha stadunanat
- Jet Li, anv-leurenn Li Lianjie (李连杰), ganet e 1963, aktour hag arbennigour war an arzoù emgannañ, a geodedouriezh sinaat, stadunanat ha singapourat
- Li Shilong (sinaeg: 李师龙 ; pinyin: Lǐ Shīlóng;), g. e 1977, mestrc'hoarier echedoù sinaat
- Li Wenliang (sinaeg: 李文亮), g. e 1986, sacher evezh sinaat
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Li (sinaeg: 漓江; pinyin: lí jiāng), adstêr d'ar Xi, e Rannvro emren Guangxi
- Li (黎族, lí zú), unan eus ar 56 minorelezh etnikel anavezet gant Republik Pobl Sina
- Li, anv peder c'hontelezh e Sina : 礼县, 蠡县, 澧县 ha 理县.
- lǐ (里), anv un adrann velestradurel diazez eus Republik Pobl Sina
Unanennoù, kodoù hag arouezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Li (里), un unanenn vuzuliañ eus an hed implijet e Sina, par d'un hanter kilometr
- Li, arouez al litiom, un elfenn gimiek
- LI, kod ISO 3166 Bro-Liechtenstein ha .li he domani kentañ live
- li, ar limbourgeg hervez ar c'hod ISO 639-1
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "最新版百家姓排行榜出炉:王姓成中国第一大姓" [Latest surname ranking: Wang is the number one surname in China]. Xinhua News Agency. 2013-04-15. Archived from the original on 2013-05-20. Retrieved 2013-11-21.
| 中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |