Levezoner
Neuz
Ul levezoner zo un den hag a c'hall, dre e vrud pe e statud, levezoniñ ar meno foran, an divizourien pe ar vevezerien[1]. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 2010 e vez implijet kalz an termen evit envel un den hag en deus al levezon-mañ dre rouedadoù sokial (evel TikTok pe Instagram) hag internet dre vras, en ur embann videoioù pe skeudennoù ingal, hag en ur geveliñ gant embregerezhioù evit ober bruderezh dezho. Harpañ a reont ouzh ur gumuniezh tud koumanantet d'o c'hontoù (followers)[2].
Levezonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Amañ dindan e kaver levezonerien a bouez e bed ar rouedadoù sokial, hervez o niver a followers, e 2025 :
- MrBeast (
Stadoù-Unanet Amerika) - Charli D'Amelio (
Stadoù-Unanet Amerika) - Khaby Lame (
Senegal,
Italia) - Chiara Ferragni (
Italia) - Cristiano Ronaldo (
Portugal) - Elon Musk (
Suafrika) - Kim Kardashian (
Stadoù-Unanet Amerika) - Logan Paul (
Stadoù-Unanet Amerika) - Pokimane (
Maroko,
Kanada) - Adam Waheed (
Stadoù-Unanet Amerika) - Chingu Amiga (
Sukorea) - Ajey Nagar (
India) - The Stoke Twins (
Stadoù-Unanet Amerika)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Termenadur ar ger war Larousse (lennet d'an 13/05/2025)
- ↑ (fr) BATHELOT B., Influenceur, Définitions Marketing, 20/03/2023 (lennet d'an 13/05/2025)