Lestr kentañ
Neuz
Al lestr kentañ eo ar c'hentañ hini eus un heuliad pe rummad bigi hag a zo savet an holl anezho hervez ar memes dizain hollek. An droienn a c'hall bezañ implijet evit listri-brezel pe bigi trevour bras.
Ar bigi brasañ zo luziet da sevel hag alies e vez ezhomm etre pemp ha dek vloaz evit sevel anezho. Gwelladennoù diazezet war ar skiant-prenet tapet dre sevel hag arnodiñ al lestr kentañ a c'hall bezañ ouzhpennet pa vez savet unan all war ar memes patrom er rummad. Setu perak eo ral kaout ar memes bigi o vezañ savet heñvel en ur rummad.