Lestr-ged
Neuz

Ul lestr-gedred a vez graet eus ul lestr bihan a-walc'h peurvuiañ, savet evit difenn an arvor, evezhiañ an harzoù, pe ober ar polis. Meur a stumm a zo d'al listri-gedred, gant mentoù disheñvel. Gellout a reont bezañ implijet gant morlu ur stad, gant ar warded aod, ar polis, pe ar valtouterien. Gellout a reont bezañ implijet ivez evit kartennaouiñ pe evezhiañ an dourioù tost d'an aod pe ar stêrioù.