Lestr-brezel

Ul lestr-brezel pe bag-emgann a vez graet eus ul lestr implijet evit ar brezel war vor. Alies ez int ul lodenn eus ur morlu hag a zo ur skourr eus nerzhioù lu ur stad,[1] ha pa c'hellfent bezañ paramantet gant hiniennoù, gant ur stroll pe gant ur c'horfuniad. Ouzhpenn bezañ armet, al listri-brezel a zo savet ivez evit gellout talañ ouzh tagadennoù lies ha kreñv. Savet int ivez evit gellout mont buanoc'h ha kaout fiñvusted ouzhpenn war al listri-kenwerzh. Un diforc'h all etre al listri-brezel hag al listri-kenwerzh eo e vez leuniet al listri-kenwerzh gant marc'hadourezh, tra ma vez armoù ha peadra evit dafariñ ar bourzhidi nemetken el listri-brezel.
D'ar mareoù brezel, an diforc'h etre listri-brezel hag ar bigi kenwerzh a zo dispis. Betek ar XVIIvet kantved e oa boas ar bigi kenwerzh da vezañ lakaet er servij er morlu, ha ne oa ket ral evit an hanter eus ur flodad bezañ savet gant bigi kenwerzh.
Listri-brezel a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez o ferzhioù, o ment hag o c'hefridioù e vez termenet doareoù listri-brezel disheñvel :
- douger-nijerezioù pe douger-aerlistri ;
- morreder, lestr-distrujer ;
- fourgadenn, enepnijerezioù pe a-enep al listri-spluj da skouer ;
- korvetenn, lestr-avizer pe lestr-ged ;
- lestr-dilestrañ ;
- lestr-minoù, ravaneller, minoù ;
- lestr-spluj ;
- lestr-lec'haveiñ.
Al listri hobregonet zo aet da get tamm-ha-tamm goude an Eil Brezel-bed.