Les kassos

Eus Wikipedia
Les Kassos

Les Kassos zo ur stirad skinwel gall kaset da benn gant Balak, Alexis Beaumont, Rémi Godin ha Julien Daubas. Skignet e oa bet d'an 2 a viz Kerzu 2013 war Canal + ha produet eo bet gant Bobby Prod ha Canal +.

Ur vandenn dreset a oa bet embannet da heul an heuliad skinwel d’ar 17 a viz Even 2015 en embannadur Delcourt[1].

Pemp koulzad zo en holl, krouet etre 2013 ha 2021. Goude tri bloaz didrouz e oa bet lakaet tañvadenn ar c’houlzad 4 war YouTube e 2019 ha skignet e oa bet ar 24 a viz Kerzu 2019.

Synopsis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tudennoù tresadenn vev, filmoù, mangaioù, abadenn skinwell pe c’hoazh c’hoarioù video ez eus tu gwelout en heuliadenn. An abadennoù a dremen bepred e-barzh burev ar skoazelerez kevredigezhel, e lec’h ma vez komzet eus o c’hudennoù pemdeziek.

Er c’houlzad 4 e oa bet laosket da gostez burev ar skoazelerez kevredigezhel evit en em dreusfeurmiñ en un heuliadenn brastreset.

E-barzh an daou goulzad kentañ e veze kroget pep rann gant ur ganaouennig « Quand dans ma vie ca va mal, j’vais voir l’assistante sociale ! », implijet eo bet en-dro ar ganaouenig-mañ evit ar c’houlzad 5[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jade Toussay war Le Huffington Post, 17 a viz Even 2015 (lennet d'an 22 a viz Even 2015)
  2. YouTube