Mont d’an endalc’had

Les Wexner

Eus Wikipedia
Les Wexner
den
Rann eusRelationship of Les Wexner and Jeffrey Epstein Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhLeslie Herbert Wexner Kemmañ
Anv-bihanLeslie Kemmañ
Anv-familhWexner Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Gwengolo 1937 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDayton Kemmañ
Den heverkJeffrey Epstein, Adolph Alfred Taubman, Charles Bronfman Kemmañ
Micherembreger, chief executive officer, art collector Kemmañ
Kargchief executive officer, trustee Kemmañ
Bet war ar studi eOhio State University, Bexley High School, Moritz College of Law Kemmañ
Lec'h annezNew Albany Kemmañ
Strollad politikelStrollad Republikan, politikour dieub Kemmañ
Relijion pe kredennyuzevegezh Kemmañ
Oberenn heverkThe Limited, Bath & Body Works, Inc., Mega Group Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences, Sigma Alpha Mu Kemmañ
Perc'henn warLane Bryant, Victoria’s Secret, Herbert N. Straus House Kemmañ
Darvoud-alc'hwezAfer Epstein Kemmañ
Prizioù resevetWoodrow Wilson Awards Kemmañ
Enklasket gantUnited States House Committee on Oversight and Government Reform Kemmañ

Leslie Herbert Wexner[1], ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1937, zo ur miliarder, den a aferioù ha stourmer politikel stadunanat. Kengrouer ha penn a enor Bath & Body Works, Inc.[2]eo. Bet eo bet e penn Abercrombie & Fitch, Victoria's Secret ha La Senza, e-touez embregerezhioù brudet all.

Wexner a zo ur stourmer politikel. E 1991, gant ar miliarder Charles Bronfman, Wexner en doa krouet ar Mega Group,[3] ur c'hlub hag a stroll lod tud pinvidikañ ha tud a aferioù gant levezon er bed. Ul lobi evit Israel eo, ha graet e vez eus an aozadur unan hag a glask kaout levezon war politikerezh estren ar Stadoù-Unanet er Reter-Nesañ. E 2003, e oa bet gopret ar c'huzulier Frank Luntz evit reiñ harp d'ar strollad da reiñ harp da Israel[4]. Ar strollad-se a lavarer en deus liammoù gant ar Mossad (ajañs spiañ Israel) hag e vije ur "c'horf evit oberiadurioù levezoniñ er Stadoù-Unanet"[5].

Wexner en doa lakaet Jeffrey Epstein da verañ e arc'hant eus 1987 beteko 2007 ha reiñ a reas dezhañ ar garg a leuriad evit merañ e arc'hant, hervez Bloomberg.[6] Epstein a rene e embregerezh diouzh un ti perc'hennet gant Wexner hag a-wechoù e veze o chom eno[7]. D'an 10 a viz C'hwevrer 2026, an dileuriad Ro Khanna en doa embannet e oa bet lakaet anv Wexner, gant an FBI, war roll kendorfedourien Epstein met hep enklask warnañ[8]. An deiz war-lec'h, lez-varn stadunanat distrig Su Ohio en doa nac'het kement-se ha goulennet e vije tennet ur goulenn atersadenn a oa bet roet dezhañ, ma vije rediet da zont da gomz a-zivout Skol-veur Stad Ohio hag an torfedoù rebechet d'ur medisin sport anvet Richard Strauss, hag a zo e-kreiz gwallreuz Skol-veur Stad Ohio.[9]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Bloomberg Business Profile: Leslie Herbert Wexner (May 25, 2023).
  2. ↑ (en-us) Leslie H. Wexner Biography (February 20, 2020).
  3. ↑ (2007) Encyclopaedia Judaica, 2, Detroit : Macmillan Reference USA and Keter Publishing. 32–34 p. ISBN 9780028659282. OCLC 70174939. 
  4. ↑ (en-us) Sherman, Gabriel (June 8, 2021). The Mogul and the Monster: Inside Jeffrey Epstein's Decades-Long Relationship With His Biggest Client.
  5. ↑ Former NSA counterspy says Jeffrey Epstein was part of Israeli network. “Former National Security Agency counterspy John Schindler... said in a long report on his Top Secret Umbra blog this week that Epstein appears to have been part of a shadowy Israeli influence operation known as MEGA.”
  6. ↑ Mystery Around Jeffrey Epstein's Fortune and How He Made It (July 8, 2019).
  7. ↑ Thomas, Jr, Landon (October 28, 2002). "Jeffrey Epstein: International Moneyman of Mystery", New York.
  8. ↑ (en) Gregorian, Dareh (February 11, 2026). Justice Department releases names of 3 people the FBI once called Jeffrey Epstein 'co-conspirators'.
  9. ↑ "Judge rules Wexner must be deposed for lawsuit in Strauss abuse case", 10 WBNS, WBNS-TV (11 February 2026).