Les Galettes de Pont-Aven

Eus Wikipedia

Les Galettes de Pont-Aven (Galetez Pont-Aven e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour ha romantour gall Joël Séria e 1975.

L'Oie blanche (Ar Waz wenn e brezhoneg) eo an titl a oa bet dibabet da gentañ-penn.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ren a ra Henri Serin, gwerzhour disglavieroù diouzh e vicher, ur vuhez dister. Livañ a ra evit e blijadur ha sorc'hennet eo gant ar fulenned o revr mentet-kaer...a blij kalz dezhañ taolenniñ. Ober a ra anaoudegezh gant Émile, ul livour bras e c'henoù. Hemañ a ro tro dezhañ da gejañ gant ur gaer a Ganadianez hag a ra dezhañ mont diouzh e familh ; chom a reont asambles e-pad un nebeud devezhioù entanet. Menel a ra sac'het e Pont-Aven e-lec'h ma krog da evañ betek re. Padal, aze ec'h adkav ur vuhez reizh a-drugarez da gened ha koantiri Marie : ober a ra e soñj d'ober e annez eno da werzhañ galetez.

Roll ar gomedianed pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'haller ket lavaret e roe an dudenn c'hoariet gant Dominique Lavanant, ur vrav a skeudenn eus Breizh : gwisket ha koefet evel ur Vigoudenn e ra Marie Pape he micher a c'hast, kemeret ganti un taol-mouezh eus ar souezhusañ, zoken evit ur gwir Vigoudenn !