Leponti

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Leponted)
Leponti
historical ethnic group
Iskevrennad eusKelted Kemmañ
Ar yezhoù en Italia en Oadvezh an Houarn: al leponteg, etre reteg ha ligureg.

Al Leponted, pe Lepontii (Ληπόντιοι en henc'hresianeg) a oa Kelted pe Ligured o chom er saonennoù er c'hreisteiz d'an Alpoù, war lezioù Lenn Como ha Lago Maggiore e dibenn marevezh La Tène.
Hervez Julius Caesar[1] e eiene ar Roen e bro al Leponted. Hervez oberourien all edont o chom tost da eien ar Ron hag ar Roen.

Meur a vartezeadenn zo bet steuñvet war o divout: hervez unan anezho e c'hallent bezañ Ligured keltiekaet.

Oscela e oa o c'hêr-benn, anvet Oscela lepontorum gant ar Romaned ; Domodossola eo hiziv. Ur gêr all dezho e oa Bilitio, a zo Bellinzona, anezhi kêr-benn kanton Ticino e Suis.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]