Mont d’an endalc’had

Leon XIV

Eus Wikipedia
Leon XIV
Pab an Iliz katolik roman

Ardamezioù ar pab Leon XIV

Ganedigezh 14 a viz Gwengolo 1955
Chicago, Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Dilennet da bab 8 a viz Mae 2025
En e raok Frañsez
War e lerc'h
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg

Leon XIV, bet ganet Robert Francis Prevost d'ar 14 a viz Gwengolo 1955 e Chicago (Stadoù-Unanet Amerika), eo eskob Roma, hag hervez an hengoun an 267vet pab.

Ganet eo bet Leon XIV e Chicago. Beleget e voe d'an 19 a viz Even 1982 e Roma. Ur Perouad eo ivez, p'en doe kargoù er Stad-se etre 1985 ha 1998. Ezel eo ouzh Urzh Sant Eosten. Dilennet eo bet da bab goude peder zro-votiñ d'an 8 a viz Mae 2025[1], e plas Frañsez, marvet d'an 21 a viz Ebrel 2025.

Magnifica Humanitas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pab Leon XIV en doa embannet ar c'helc'hlizher Magnifica Humanitas evit lakaat ar gaoz war ar prederioù en doa war dasorc'hidigezh an naouegezh artifisiel, ar bec'hioù tro-dro d'an dellezegezh denel, hag al liestuegezh. Devezh embannadur ar c'helc'hlizher a oa bet choazet evit bezañ hini 135vet deiz-ha-bloaz embannadur Rerum novarum,[2] ur c'helc'hlizher hag a blede gant ar greanteladur ha skrivet gant ar pab Leon XIII.[2][3]

En e raok
Frañsez (pab)

Leon XIV
Pab

War e lerc'h