Lenn Saint Clair
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Al Lenn Saint Clair (St. Clair Lake e saozneg; Lac Sainte-Claire e galleg) zo ul lenn dour dous etre Ontario, e Kanada, ha Michigan, e SUA, hag unan eus al Lennoù Meur, etre al Lenn Huron (en hanternoz) hag al Lenn Erie, er c'hreisteiz.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv saoznek eus an anv gallek Lac Sainte-Claire, anv gallek ar santez Chiara d'Assisi, a oa lidet en deiz ma voe kavet al lenn gant tud eus Europa.
Stêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enni e teu da aberiñ ar stêr Saint Clair a zo o tont eus al lenn Huron, en hanternoz, hag anezhi ez a ar stêr Detroit war-zu ar c'hreistez etramek al lenn Erie er c'hreisteiz dezhi.