Lenn Maggiore

Eus Wikipedia
Lago Maggiore
Kartenn eus al Lago Maggiore

Al Lenn Maggiore, pe Lago Maggiore, pe Verbano en italianeg (Lagh Magior e piemonteg, Lagh Magiô en lombardeg), zo ul lenn etre Italia, da lavarout eo rannvroioù Piemonte ha Lombardia, ha kanton Ticino e Suis. Eil brasañ lenn Italia eo war-lerc'h lenn Garda, hag an eil donañ war-lerc'h lenn Como.

Inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Isola Madre
J. M. Leitzmann, Isola Bella, 1851

El Lago Maggiore ez eus 11 enezenn, bras pe vihan. 8 zo e Piemonte, 2 e Suis hag unan e Lombardia.

Etre Stresa ha Verbania emañ enezeg an Isole Borromee: an Isola Madre (ar bellañ er reter), an Isola Bella hag an Isola Superiore dei Pescatori (anvet ivez Isola dei Pescatori pe Isola Superiore)

Dirak Brissago, e Suis, emañ an div enez anvet Isole di Brissago.


Ret eo menegiñ ivez enezennig San Giovanni dirak Verbania, gant ar Palazzo Borromeo, euis ar XVIIvet kantved, ma vedo ar rener laz-seniñ Arturo Toscanini o chom, enezennig La Malghera pe an Isola delle Bambole, etre an Isola Bella ha hini ar Pescatori hag ivez an Isolino Partegora e pleg-aod Angera.