Mor Galilea
Mor Galilea, pe Kinneret, Lenn Jenezaret, pe Lenn Tiberiad (hebraeg : יָם כִּנֶּרֶת, yuzev-aramaeg : יַמּא דטבריא, arabeg : بحيرة طبرية), eo al lenn dour dous brasañ en Israel ha war-dro 53 km eo he zro-gelc'h, war-dro 21 km he hed, ha 13 km he led. Al lenn a zo 166 km² hag he donded a zo war-dro 43 m. Emañ e 211,315 metrad dindan live ar mor hag al lenn-mañ eo an hini dour dous donañ a zo war an Douar, hag an eil donañ ma kemerer an holl lennoù (war-lerc'h ar Mor Marv a zo-hi ul lenn dour-sall). Dont a ra dourioù al lenn eus mammennoù dindan an douar, met e vammenn bouezusañ eo ar Stêr Jordan, a red eus an hanternoz war-zu ar c'hreisteiz.
Talvoudegezh relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kristeniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ribloù al lenn e tremenas Jezuz ul lodenn vat eus e amzer a brezegerezh. Goude un taol peskerezh burzhudus (Lk 5,1-11) e c'halvas e ziskibien da vont d'e heul (Mz 4,12-22), hag un deiz e sioulaas ar mor kounnaret (Mk 4,35-41)[1].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 32.
Ur sell war Mor Galilea |