Mont d’an endalc’had

Lenn Inari

Eus Wikipedia
Lenn Inarijärvi
Lenn Inarijärvi e 1972

Riez Banniel Finland Finland
Rannvro Lappi
Kumun Inari
Lec'hiadur 69° 04' 55" N
27° 55' 28"R[1]
Mentoù uc'hek[2]
Hirder 80 km
Ledander 50 km
Gorread 1 040,28 km²
Donder 92 m
Dalc'had 15,9 km3
Aodoù 3 308 km
Uhelder 118,7 m

Inizi 3 318 enezenn

Lenn Inari (Finneg : Inarijärvi / Inarinjärvi ; Samieg an Norzh : Anárjávri ; Samieg Inari : Aanaarjärvi ; Samieg Skolt : Aanarjäu'rr ; Svedeg : Enare träsk ; Norvegeg : Enaresjøen) eo lenn vrasañ Sápmi hag an trede brasañ lenn e Finland.
Emañ e tu-kleiz Lappi hag e tu-kleiz ar C'helc'h Arktika. Emañ al lenn 117–119 metr dreist live ar mor. E-kichen an harz gant Rusia emañ, hag ahont eo meret gant tredanerez Kaitakoski. Revet e vez al lenn etre miz Du ha miz Mezheven, dre voaz.

Ouzhpenn 3 000 enezenn a gaver war al lenn. Hautuumaasaari ("Enez ar Vered") hag Ukonkivi ("Maen Ukko") eo ar re vrudetañ. An eil a oa bered an Hensamied, eben ul lec'h ma aberzhe an annezidi gwechall-gozh. A bep seurt pesked a gaver e dour Inari : dluzhed, eoged, eoged feuteun (Onchorhynchus mydiss), persked, bekeded hag all.

En em astenn a ra al lenn war ur gorread a 1 040 km². Redek a ra an dour war-du an hanternoz, dre ar stêr Paatsjoki hag aber ar Varangerfjord, e Mor Barents.

Eno emañ ar wrac'h Serafina Pekkala o chom, e levrioù Philip Pullman, His Dark Materials.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.