Lenaped
| Iskevrennad eus | indigenous peoples of North America |
|---|---|
| Rann eus | Broadoù kentañ |
| Yezh vamm | saozneg, Delaware |
| Relijion pe kredenn | Protestantiezh, Indiĝena Amerika Eklezio |
| Perzhiad e | Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet |
| Anvet diwar | Delaware Bay |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Genidik a | Lenapehoking |
| Lec'h | Oklahoma, Wisconsin, New Jersey, Pennsylvania |
| Lec'hienn ofisiel | https://delawaretribe.org/ |
Al Lenaped (eus Lëni-Lënape en o yezh), anvet ivez Loups gant ar C'hallaoued da vare Frañs Nevez ha Delawares gant ar Vreizhveuriz, a zo ur bobl amerindian rannet e klanoù, genidik eus ribloù ar stêr Delaware, ar stêr Hudson ha Strizh-mor Long Island. Tri skour he doa ar bobl-se : ar Munsee, an Unami hag an Unalachtigo.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lëni-Lënape (distaget [lənilənapə]) a rae al Lenaped anezho o-unan, ar pezh a c'hall bezañ troet e « tud wirion ». Anvet e voent Delawares gant ar Vreizhveuriz peogwir e vevaent a-hed ar stêr Delaware anvet diwar gouarnour kentañ trevadenn Virginia, Thomas West lesanvet « Baron de la Warr ».
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare an darempredoù kentañ gant an Europeiz ne seblante ket al Lenaped bezañ liammet kalz ganto. Aozet e veze ar boblañs e kêriadennoù emren a c'halle skoulmañ emglevioù berrbad evit talañ ouzh gourdrouzoù diavaez. En em zispenn a rejont ar meuriadoù niverus abalamour d'ar c'hleñvedoù degaset gant an drevadennerien, d'ar brezelioù etre Amerindianed evit kenwerzhiñ gant an Europeiz hag d'an hollekadur evañ alkool.

Konfrontet da gwask brasoc'h-brasañ an drevadennerien e treuzvroas Lenaped a orin liesseurt da Draoñienn Ohio e dekvloavezhioù kentañ an XVIIIvet kantved. E-barzh ar c'humuniezhoù-se tud diwriziennet eo e tiwanas ul luskad profedel amerindian e voe Neolin e benn brudetañ. Stourm a reas a-enep an alkoolegezh, an danvezelouriezh hag ar liespriedelezh ha gervel a reas an Amerindianed da derriñ al liamm gant an Europeiz ha da argas anezho eus o douaroù. E c'halv d'un adsav sevenadurel ha speredel a voe douar-teil ideologel emsavadeg Pontiac etre 1763 ha 1766[1]. Kemer a rejont perzh al Lenaped en emgannoù, hag e-pad sez Fort Pitt e klaskas moarvat milourien dinodiñ anezho oc'h implijout ar vrec'h[2].
Aozadur sokial
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur boaz hep e bar o deze al Lenaped : ur paotr yaouank ne c'halle dimeziñ nemet d'ur vaouez gozh hag ur plac'h yaouank nemet d'ur paotr kozh. Ar pal a vije bet da sikour ar re gozh ha da lakaat anezho da dreuzkas o skiant-prenet d'ar rummadoù da heul[3].
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War an aod atlantel, tro Sandy Hook pe e bae New York, da skouer, e veze dastumet gant ar bobl-mañ istr Blue point forzh pegement. Moget e veze an istr-se e-pad an hañv evit bezañ debret d'ar goañv.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Netawatwees (1686-1776), penn al Lenaped
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Alfred A. Cave, « The Delaware prophet Neolin - A Reappraisal »,gant Roger L. Nichols (ren.), The American Indian: past and present, Gwask Skol-veur Oklahoma, 2008
- ↑ Evit studiañ ar prouennoù hag an desteriadurioù istorel, gwelet (en) Biological Warfare in Eighteenth-Century North America, Beyond Jeffery Amherst gant Elizabeth A. Fenn, e The Journal of American History, levrenn 86, nv 4, miz Meurzh 2000, p. 1552-1580.
- ↑ Harrington, Mark R. The Indians of New Jersey: Dickon Among the Lenapes. Gwask Skol-veur Rutgers, 1963. (ISBN 978-0-8135-0425-4).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Delaware Indians - a brief history gant Richard Calmit Adams, Saugerties, New York, Hope Farm Press, 1995, emb. kentañn e 1909.
- Gotham - A History of New York City to 1898 gant Edwin G. Burrows ha Mike Wallace, Oxford Paperbacks, 2000, 1383 p. (ISBN 978-0-19-514049-1).
- The Encyclopedia of New York City gant Kenneth T. Jackson, Gwask Skol-veur Yale, 1995, 1350 p., (ISBN 978-0-300-05536-8).
- The Indians of New Jersey - Dickon Among the Lenapes gant Mark Raymond Harrington, Rutgers University Press, 1963, 352 p., (ISBN 978-0-8135-0425-4).
- The Lenape - archaeology, history, and ethnography gant Herbert C. Kraft, Newark, New Jersey Historical Society, 1986, 303 p., (ISBN 978-0-911020-14-4).
- Patrom:Ouvrage.
- Patrom:Ouvrage.
- Patrom:Ouvrage
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rummatadur pobladoù kentidik Norzhamerika
- Powhataned
- Raritaned
- Neolin
- Brezel Kieft
- David Pieterszoon de Vries
- Lazhadeg Gnadenhütten (1782)