Leine
Neuz
Leine
| Eien | Leinefelde-Worbis |
|---|---|
| En em daol e | Aller |
| Diazad doureier | diazad ar Weser |
| Stad | Alamagn |
| E tiriad | Saks-Izel, Thüringen |
| Daveennoù douaroniel | 51°23′19″N 10°19′13″E, 52°43′22″N 9°35′39″E |

Ar stêr Leine (distaget [ˈlaɪnə] en alamaneg) zo ur stêr eus Alamagn e broiioiù Thüringen ha Saks-Izel. Un adstêr eo d'ar stêr Aller hag a zo hec'h-unan un adstêr d'ar Weser ; 281 km eo e hed.
Eieniñ a ra nepell diouzh kêr Leinefelde e Thûringen. War-dro 40 km diouzh e eien e erru e Saks-Izel ha kenderc'hel a ra da redek war-zu an norzh.
E-touez ar c'hêrioù anavezet a gaver war e lez emañ Göttingen ha Hannover. En amzer dremenet e veze gwelet bagoù oc'h ober kenwerzh war ar stêr, o sevel eus ar mor betek Göttingen.
