Leifr Eiríksson

Eus Wikipedia
Timbroù eus an Inizi Faero, embannet e 1992, en enor da veaj Leifr Eiríksson, 500 vloaz a-raok Kristol Goulm.
Beaj Leifr Eiríksson hervez ma kreder.

Leifr Eiríksson (hennorseg; en islandeg eo Leifur Eiríksson, e norvegeg Leiv Eiriksson, e saozneg pe e galleg Leif Ericson) (war-dro 980 – war-dro 1020) a oa ur moraer viking lakaet da vezañ an Europad kentañ bet betek Norzhamerika.

Moarvat e oa bet ganet Leifr war-dro ar bloavezh 980, en Island. Mab e oa da Erik ar Ruz (e norseg Eiríkr Rauði), harluet eus Island, hag a oa e-unan mab d’un Norvegiad kaset en harlu, Þorvaldr Ásvaldsson. Gant Erik ar Ruz e oa bet savet div drevadenn viking e Greunland, a oa bet anvet Eystribyggð (kêr ar reter), ha Vestribyggð (kêr ar c’hornôg). Tri bugel all en devoe Erik ar Ruz : daou vab, Þorvaldr ha Þorsteinn, hag ur verc’h Freydís Eiríksdóttir.

Pa oa e Norvegia e voe badezet Leifr, a zeuas evel-se da vezañ kristen, evel ma rae kalz a Vikinged d’ar mare-se. Pa’z eas da C’hreunland en-dro, e voe prenet ur vag gantañ digant Bjarni Herjólfsson, un den a lavarer en doa gwelet aodoù pelloc’h er c’hreisteiz da C’hreunland, pa oa bet diheñchet e vag e-kerzh ur veaj etre Island ha Greunland. Klask a reas Leifr Eiríksson adkavout an douaroù-se. E Saga Greunlandiz e konter penaos e voe lakaet da ouel gantañ er bloavezh 1000. An douar kentañ a gavas er c’hreisteiz a voe badezet gantañ Helluland (bro ar mein plat). Moarvat e oa ar pezh a anver hiziv Enez Baffin. Goude-se ez erruas dirak un douar kompez ha koadek a voe anvet gantañ Markland ("bro ar c’hoad"), a oa sur a-walc’h Labrador.

Pelloc’h eget Markland en em gavas Leifr hag e dud dirak un douar all hag eno e voe douaret ha savet tiez ganto. Ar vro a voe kavet plijus ganto, eoged a oa er stêrioù, klouar e oa an amzer ha fonnus e kreske ar geot. Hervez ar sagaoù e vefe bet kavet rezin ganto eno. Abalamour da se e voe anvet ar vro Vínland, da lavaret "bro ar gwiniegi". "An Douar-Nevez" a reer hiziv eus an douar-se.

Enklaskoù henoniezh a voe graet er bloavezhioù 1950 ha 1960 gant daou zen eus Norvegia, Helge Ingstad hag e wreg Anne Stine, ha kavet e voe ganto aspadennoù eus ur gêriadenn war aod hanternoz an Douar-Nevez, en ul lec’h anvet L'Anse aux Meadows. Eno e vije bet lec’h annez Leifr Eiríksson hag e dud e Vinland. Gant an enklaskoù-se e voe degaset ur brouenn ouzhpenn e oa bet Vikinged en Amerika, 500 vloaz a-raok Kristol Goulm.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Saga Erik ar Ruz e vije bet kavet Amerika gant Leifr, pa oa o tistreiñ eus Norvegia da C’hreunland er bloavezh 1000 pe war-dro, nemet er saga-se ne lavarer ket en dije graet e annez eno. War Saga Greunlandiz en em ziazezer peurvuiañ bremañ evit displegañ e veaj.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.