Legio I Isaura Sagittaria

Eus Wikipedia

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoed Legio I Isaura Sagittaria, hervez Notitia Dignitatum

Legio I Isaura Sagittaria (Lejion kentañ gwaregerien Isauria)[1] zo ul lejion roman bet savet gant Dioklesian (impalaer eus 284 da 305), tost da fin e ren, evit difenn rannvro Isauria, e-kichen ar menezioù Taurus en Azia Vihanañ.

Da gentañ, Legio I Isaura Sagittaria a oa dindan urzh Comes per Isauriam (= kont evit Isauria) hag a oa e penn al limitanei (gward-harzoù).

Hervez Ammianus Marcellinus, war-dro 350, e oa dilaosket o bro gant Isaurianed evit mont da ober riblerezh war an aod war-dro Seleucia ad Calycadnum (hirie Silifke e Turkia). Er bloaz 354, difennet e oa mat ar gêr gant Legio I Isaura Sagittaria, Legio II Isaura ha Legio III Isaura, dindan urzhioù comes Castricius.

War a seblant, da vare an impalaer Valens (364-378), Legio I Isaura Sagittaria zo bet galvet evel pseudocomitatenses evit heuliañ an impalaer, hag e oa e Caesarea hag Ankyra, hag en devoa ezhomm muioc'h a soudarded evit stourm ouzh an alouber Procopius. Trec'h e voe Valens war Procopius d'ar 27 a viz Mae 366[2].

Adkregiñ e reas an Isaurianed gant o freizhadeg er bloaz 368. Galvet e voe Musonius, Vicarius Asiae (gouarnour eskopti Azia) gant e Diogmiten (harperien polis), mes gallout a reas tud al lejion ha difennerien an harzoù dont a-benn eus an strafuilh-se.

Hervez Notitia Dignitatum, e oa implijet Legio I Isaura Sagittaria evel pseudocomitatenses dindan urzh Magister militum per Orientem (penn-jeneral armeoù ar Reter Izelañ)

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).
  2. François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. Paris. 1994