Mont d’an endalc’had

Legestr mod Amerika

Eus Wikipedia
legestr mod Amerika
seafood dish
Bro orinFrañs Kemmañ

Legestr mod Amerika pe legestr mod Arvorig zo ur meuz eus keginerezh Bro-C'hall ha keginerezh Breizh graet gant legistri (pe grilhed-mor) ha hilienn amerikan[1],[2] (eoul olivez, amann, hilienn domatez, ognon, chalotez, kignen, gwin gwenn ha kognag...)[3],[4].

Istor gwall luziet an anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat a reas an barner war ar c'heginañ gall Curnonsky krouidigezh ar rekipe war gont ar mestr-keginer Pierre Fraysse (genidik eus Seta e Lengadok) hag en doa labouret er Café Américain e Chicago er Stadoù-Unanet ha goude digoret ar preti "Chez Peter's"[5] e 1854 e Pariz)[6]. Krouet en defe gant berzh rekipe al « legestr mod Amerika » anvet ivez « legestr mod Lengadok gant e hilienn amerikan » e 1860.

Padal e oa anavezet ur rekipe koshoc'h hag heñvel anvet « Homard Bonnefoy » abaoe 1853, war gartenn ar preti Bonnefoy, gant ar mestr-keginer provañsat Constant Guillot[7],[8].

Hag an anv « Legestr mod Arvorig » ? E 1938 e oa anvet evel se ar meuz e-barzh al "Larousse gastronomique" gant ar c'heginer Prosper Montagné, kinniget evel ur meuz eus istor hevlezouriezh Bro-C'hall. Koulskoude e oa bet anv eus legestr mod Arvorig en nevezamzer 1914 er pred servijet el leti La Couronne en Oostende (Flandrez) en enor d'al letanant-kolonal baron Keuker de Watelet, 24 bloaz kent e vefe skrivet e levr gant Montagné.

Bremañ e vez kentoc'h ar boaz da gomz eus legestr mod Amerika pa 'z eo graet gant legestr amerikan pe kanadian (Homarus americanus), hag eus legetr mod Arvorig pa 'z eo keginet gant legestr breton (Breizh a zo ur produer bras a ligistri Europa pe Homarus gammarus)[9],[10]. Met kavout a reer anvioù all evel « Legestr Arvorig mod Amerika » pe « Legestr amerikan mod Arvorig »[11],[12],[13].

Legestr, kognag ha gwin gwenn a zo ezhomm, hag evit an hilienn amerikan : eoul olivez, amann, tomatez, karotez, ognon, chalotez, kignen, koazhadur tomatez, lore, pebr-Spagn, suraval, perisilh, stragon ha saourenn besked[14].

Goude bezañ skaotet al ligistri, tennit ar bizied, lakait da resediñ an tammoù lost en amann hag eoul olivez. Lezit da gudaouiñ pep tra en ur gokell gant tomatez, karotez, ognon, chalotez, kignen, gwin gwenn ha kognag. Kreñvaat a c'haller an hilienn gant suraval, perisilh, stragon drailhet ha pebr-Spagn[14],[15]. Flammet e c'hall bezañ ar meuz gant kognag[14].

Evit mont gant ar rekipe gastronomek-se, kreñvaet gant kognag, e vez aliet da servijout gwin gwenn gwall nerzhus.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1867 : Le Livre de cuisine gant Jules Gouffé, Pariz, Hachette Livre (homard à l'américaine, pajenn 633[16]).
  • 1873 : Grand dictionnaire de cuisine gant Alexandre Dumas, embannet gant Alphonse Lemerre, 1873, 1179 p., p.634 (Lenn enlinenn, gwelet d'ar 6.11.2014 (homard à l'américaine).
  • 1903 : Le Guide culinaire gant Auguste Escoffier (homard à l'américaine, pajenn 525[17]).
  • 1938 : Larousse gastronomique gant ar mestr-keginer Prosper Montagné (homard à l'armoricaine).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Auguste Escoffier - Le Guide Culinaire e fr.wikisource.org.
  2. Sauce américaine e www.meilleurduchef.com.
  3. Le homard des Américains e www.lemonde.fr.
  4. Homard à l’américaine e www.escoffier.org.
  5. Peter eo anv Pierre e saozneg.
  6. Table Homards e www.lemonde.fr.
  7. Pierre Andrieu, Histoire du restaurant en France, Montpellier, les Éditions de la Journée vinicole, 1955, 230 p. OCLC 490978804.
  8. Le homard : à l’américaine ou Thermidor ?. e www.canalacademie.com.
  9. Homard à l'américaine. e www.chefsimon.lemonde.fr.
  10. Homard à l'américaine. e www.cooksinfo.com.
  11. Homard e www.journalepicurien.com.
  12. Les meilleures façons de cuisiner et de cuire un homard ET la recette du homard à l'américaine e www.cuisineactuelle.fr.
  13. Homard à l'Armoricaine e www.elle.fr.
  14. 1 2 3 Homard à l'américaine.
  15. Homard à l’américaine, homard, échalote, vin blanc sec e www.marieclaire.fr.
  16. Homard à l'américaine e archive.org.
  17. Auguste Escoffier - Le Guide Culinaire - Aide-mémoire de cuisine pratique, 1903 e fr.wikisource.org.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]