LU (gwispiderezh)
| Iskevrennad eus | food manufacturer |
|---|---|
| Tachenn obererezhioù | food industry |
| Deiziad krouiñ | 1846 |
| Diellaouet gant | dielloù-departamant al Liger-Atlantel |
| Diazezer | Louis Lefèvre-Utile |
| Testenn ar ger-stur | Ouvrons le champ des possibles ! |
| Aozadur mamm | Kraft Foods Inc., Mondelez International |
| Sez sokial | Rountzenheim |
| Bro orin | Frañs |
| Produ | Gwispid |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.snackworks.com/brands/lu |
LU, anvet Lefèvre-Utile gwechall, a zo un embregerezh gwispid krouet e Naoned e 1846, perc'hennet gant Mondelez International bremañ, anvet Kraft Food a-raok[1],[2]. Adanvet eo bet LU France e Mondelez France e 2013[3], met implijout a ra ar merk kenwerzhel « LU » c'hoazh.
Ar Petit-Beurre, ijinet gant Louis Lefèvre-Utile e 1886, eo produ pennañ ar merk LU, ha produioù brudet all eo Boudoir, Champagne, Petit Four, Prince de LU, Pim's, Paille d'or, Granola, Mikado, Barquette, Napolitain, hag all.
Ur plas dibar en deus c'hoariet Lefèvre-Utile en istor industriel Naoned. Chomet eo brudet e vruderezh krouet a-hed an XXvet kantved. Dasprenet ha kendeuzet eo bet an embregerezh meur a wech. Dindan mare Danone (deuet da vezañ Mondelez) eo LU nv 1 ar wispederien e Frañs ha nv 1 war ar gwipid sec'h sukret ha sall en Europa. Abaoe eo bet enframmet e-barzh Mondelez International eo deuet da vezañ an nv 1 er bed[4].
Liamm diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
- (fr) Lec'hienn LU France
- (fr) Nantes Patrimonia : LU
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Les tours de Lefèvre-Utile e nantes44.com.
- ↑ Le Musée de la Biscuiterie LU, kastell Goulen.
- ↑ Annonce n° 1307 du BODACC B n° 20130114 publié le 16/06/2013 e www.bodacc.fr, 16 a viz Even 2013
- ↑ L'histoire du vénérable Petit beurre, L'internaute.com