Lee-Metford
| Lee-Metford | |
|---|---|
Ur fuzuilh Lee-Metford Mark II | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munision | .303 British |
| Produer | Royal Small Arms Factory |
| Mare produiñ | 1884–1896 |
| Mare implij | 1888–1895 (fuzuilh standart arme ar Rouantelezh-Unanet) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 4,190 kg |
| Hirder | 1.265 mm |
| Hirder ar c'hanol | 769 mm |
| Hed-tenn efedus | 730 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 1.600 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 620 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 pe 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Al Lee-Metford, pe hervez he anv ofisiel en arme vreizhveuriat Rifle Magazine .303[1], zo ur fuzuilh-vorailh bet implijet adalek 1888 gant ar British Army, e-lec'h ar Martini-Henry. An arm-skoaz tennata kentañ e voe en arme-se.
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e voe diwar anv ijinour he gwikefre, James P. Lee, ha hini krouer he c'hanol rizennet, William E. Metford. Pourveziet e oa en he stumm kentañ gant ur c'harger ennañ betek 8 kartouchenn .303 British[2]. Poultr du a oa er munisionoù-mañ da gentañ. Daou stumm nes a voe : ar Mark I hag ar Mark II. An eil anezhe en doa ur c'harger 10 tenn e-lec'h 8. Karabinennoù berroc'h a voe savet diwarne evit ar marc'hegerezh hag ar c'hanolierezh[3].
Pa voe implijet kordit enne adalek 1891 e tiskouezas al Lee-Metford bezañ kudennek, abalamour ma veze gwastet rizennoù ront he c'hanol gant tommadur ha gwask uheloc'h ar poulzer nevez. Er Royal Small Arms Factory (Enfield) e voe diorroet ur c'hanol nevez, karrezennek e rizennoù. Kemer a reas plas hini al Lee-Metford, ha krouet e voe ar rummad fuzuilhoù Lee-Enfield diwar al labour-mañ. Ar re-se a voe lakaet da vezañ reolius e 1895 e arme ar vro[4].
Skouerennoù eus al Lee-Metford a oa c'hoazh e servij da vare Eil brezel ar Voered (1899-1902)[3]. Chom a reas implijet e broioù 'zo eus an impalaeriezh betek an Eil Brezel-bed, evel arm ar milisoù aozet enne (Home Guard e Zeland-Nevez ha Volunteer Defence Corps e Aostralia da skouer. An Atholl Highlanders a ra gant Lee-Metford evit o lidoù c'hoazh[5].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) SKENNERTON Ian, The British service Lee: The Lee-Metford and Lee-Enfield rifles & carbines 1880-1980, 1987, 410 p., ISBN 978-0959743883
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Comment classer les armes du sytème Lee-Enfield ?, UFA, 06/09/2013 (lennet d'ar 14/12/2025)
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 145
- 1 2 (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, L'incroyable fusil Daudeteau Lee-Metford,Cibles n°662, miz Eost 2025, pp. 74-77
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 150
- ↑ (en) MURRAY Greg, Europes Last Private Army, The Atholl Highlanders, Scotland Info Guide, 20/05/2015 (lennet d'ar 14/12/2025)