Mont d’an endalc’had

Ledenez Avalon

Eus Wikipedia
Ur pennad Enez Avalon zo ivez.
Ledenez Avalon
ledenez
StadKanada Kemmañ
E tiriadDouar-Nevez ha Labrador Kemmañ
War riblMeurvor Atlantel Kemmañ
Lec'hiadurDouar-Nevez Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°17′24″N 53°21′0″W Kemmañ
Map
Aod troc'h-didroc'h Ledenez Avalon.

Ledenez Avalon zo ul ledenez vras e gevred enez an Douar-Nevez, e kanada. Ouzhpenn 90 km eus ar reter d'ar c'hornôg zo dezhi, ha 149 km eo he hed brasañ muzuliet eus ar strizh-douar betek Mistaken Point, he beg gevred. 9220 km² eo gorread al ledenez. E 2006 e oa 248 418 den o chom enni, da lavaret eo 49% eus hollad ar broviñs. Stag eo ouzh lodenn bennañ an Douar-Nevez dre ur strizh-douar 3,2 kilometr led ha sevel a ra evel ur beg er Meurvor Atlantel. Kêr-benn Douar-Nevez ha Labrador, Sant-Yann, a zo e biz al ledenez.

Douaroniezh ha douarouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo ledenez Avalon gant plegoù roc'hellek rakkambrian, kambrian, hag ordovisian troet war-zu ar biz dre vras. Baeoù niverus a gaver en-dro d'al ledenez, Bae Trinity ha Bae ar Grouidigezh o vezañ ar re bennañ war aod Mor Labrador ; Bae St. Mary's ha Bae Placentia war-eeun e tu ar Meurvor Atlantel.

Gwel dre loarell eus al ledenez a-bezh e-pad ar goañv.

Enkorfet er roc'h ez eus fosiloù rakkambrian niverus. Meur a Lagerstätte a endalc'h spesadoù eus loened an Ediakareg. E Mirva ekologel Mistaken Point eo bet kavet ar fosil kentañ eus ar marevezh-se : ar spesad Aspidella terranovica. Tost heñvel eo trilobited ar C'hambrian Kreiz ouzh re norzh Kembre ha Bro-Saoz hag a ya d'ober ar broviñs "atlantel". An douarourien o deus kemeret an dra-se evel un testeni eus dilec'hiañ ar c'hevandir[1].

Al ledenez a oa unan eus al lec'hioù kentañ trevadennet gant Europiz e Norzhamerika. Ar c'hentañ trevadenn saoz annezet e voe Cuper's Cove e 1610. Sir George Calvert a c'hounezas un domani bras un tamm diwezhatoc'h, ma voe diorroet Ferryland, an annez padus kentañ en Douar-Nevez.

E 1623 e voe tapet gant Calvert ur garta roueel a astenne an douaroù roueel d'al ledenez a-bezh, dindan an anv Proviñs Avalon, hag a roe dezhañ ar c'hontroll leun warbo. Anvet en doa e drevadenn en enor da "old Avalon...the first-fruits of Christianity in Britain" (Avalon kozh...frouezh kentañ ar gristeniezh e Breizh-Veur)[2]. Calvert, troet d'ar Gatoligiezh e Bro-Saoz disivouder, a felle dezhañ lakaat Avalon da vezañ ur repu evit tud e relijion. E 1625 e teuas da vezañ an Lord Baltimore kentañ evit garedoniñ e strivoù evit an drevadenn nevez.

Un heuliad enkadennoù ha gwallreuzioù naturel a lakaas Calvert da guitaat an Douar-Nevez e 1629. Dilojañ a reas da drevadenn Maryland met e familh a gendalc'has da ren war Avalon betek 1637 pa voe roet enezenn an Douar-Nevez a-bezh da Sir David Kirke ha James Hamilton. Mab da gCalvert, Cecilius Calvert, a stourmas a-enep ar c'hemm-se hag a c'hounezas un distro d'ar garta orin e 1660 met ne glaskas morse adtapout ar c'hontroll eus an drevadenn.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Les vies anciennes : chroniques de paléontologie canadienne Paradoxides à Avalon, Commission géologique du Canada, Ressources naturelles Canada, 7 a viz C'hwevrer 2008
  2. Patrom:Levr.

Pennadoù kar, a-bell pe a-dost

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]