Mont d’an endalc’had

Lec'h orin gwarezet

Eus Wikipedia
Lec'h orin gwarezet
appellation, certification mark
Iskevrennad eusdesignation of origin Kemmañ
Rann eusgeographical indications and traditional specialities of the European Union Kemmañ
A dalv evit tiriadUnaniezh Europa Kemmañ

Al lec'h orin gwarezet zo ul label a berzh mat eus Unaniezh Europa krouet e 1992 evit produioù liammet o brud pe o c'halite gant o lec'h produiñ, met o aozennoù ne zeuont ket eus an takad douaroniezhel-se dre ret[1].

Gwarantiñ a ra ar stignad lezennel-se e vez graet unan eus an tri zennad (produiñ, oberiañ, aozañ) da nebeutañ el lec'h diskwelet gant ar produ. Ar pezh n'eo ket gwarantet gant al label-se eo implij ur chemet produerien lec'hel pe orin an aozennoù, evel m'eo gant an Anvadur orin gwarezet.

An holl lec'hioù orin a zle klotañ gant ur c'hahier ar c'hargoù resis. Termenet eo al lec'h orin gant ar reoliadur europat nv 1151/2012 eus an 21 a viz Du 2012.

Gwarezet eo al lec'hioù orin enrollet en holl Unaniezh Europa.

Da gentañ e oa bet krouet al LOG evit ar boued. Adalek 2009 e oa bet ledanet d'ar gwinoù, hag e 2025 d'ar produioù artizanel hag industriel[2].

Anv al label e yezhoù ofisiel zo eus Unaniezh Eropa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Logo ofisiel al LOG e saozneg.
  • alamaneg : geschützte geografische Angabe (g. g. A.)
  • galleg : Indication géographique protégée (IGP).
  • gresianeg : προστατευόμενη γεωγραφική ένδειξη (ΠΓΕ) Prostatevomeni Geografiki Endixi (PGE)
  • hungareg : oltalom alatt állo földrajzi jelzés (OFJ)
  • italianeg : Indicazione Geografica Protetta (IGP). 75 gwin gall a zo bet labelaet evel se.
  • poloneg : chronione oznaczenie geograficzne (COG)
  • portugaleg : indicação geográfica protegida (IGP)
  • saozneg : protected geographical indication (PGI)
  • slovakeg : chránené zemepisné označenie (CZO)
  • sloveneg : zaščitena geografska označba (ZGO)
  • spagnoleg : Indicación Geográfica Protegida (IGP)
  • tchekeg : chráněné zeměpisné označení (CHZO)

E 1999 e voe krouet labelioù heñvel e Suis. "Ken-anavezet" eo bet al labelioù suis ha europat gant un emglev er memes bloaz. Dont a reas da vezañ e talvoud d'an 1 a viz 2011[3].