Leaina


Leaina (henc'hresianeg : Λέαινα , "leonez") zo un dudenn, deskrivet gant an hengoun diwezhatoc'h evel un hetaira.
E 514 kent J.-K., Harmodius hag Aristogeiton, ur c'houblad gwazed, a zistrujas Hippias hag Hipparc'hos en Aten. Muntret e voe Hipparc'hos, met tec'hout a reas Hippias, ha tapout a reas an iriennerien a chome bev. Hervez stummoù diwezhatoc'h an istor, kontet e-touez reoù all gant Plutarc'hos, e voe tapet an hetaira Leaena, karet gant Aristogeion, pe Harmodios, pe an daou. Hippias a c'hourc'hemennas ma vije jahinet Leaena evit lakaat anezhi da gomz, met ne felle ket dezhi en ober, hag evit chom hep terriñ he sioulder e troc'has he zeod hec'h-unan[1].
Ateniz a savas en he enor un delwenn arem war ar propylaea, ar monumant a ya d'ober dor bennañ an Akropol[2].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Edward Bulwer-Lytton, 2004, Athens: Its Rise and Fall [Aten : kresk ha diskar], Volume I, Book II, Chapter III, Section III, project Gutenberg EBook
- ↑ (el) Plutarch. Moralia. Gregorius N. Bernardakis. Leipzig. Teubner. 1891. 3. wikisource