Le Chaland qui passe
Le Chaland qui passe (Ar Gobar o tremen e brezhoneg) zo ur ganaouenn c'hallek bet savet ar gerioù anezhi gant André de Badet, hag int-i disheñvel-mik diouzh reoù an oberenn orin — Parlami d'amore Mariù — krouet gant Cesare Andrea Bixio[1] hag Ennio Neri e 1932.
Enrollet e voe gant ar ganourez c'hall Lys Gauty e 1933 ha berzh bras a reas. Ken ma reas o mennozh produourien L'Atalante (1934) kemm titl ar film e Le Chaland qui passe e-pad un nebeud mizvezhioù ! N'eus ket a c'hounid bihan...
Kanerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenkent ha 1934 e voe kanet Le Chaland qui passe gant Tino Rossi a-raok un toullad mat a ganerien all, en o zouez : Vicky Autier, Odette Barancey, Reda Caire, Suzy Delair, Jacqueline Dulac, Juliette Gréco, René Lestelly, Patachou, Renata, Lily Vincent, hag all...
Ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Parlami d'amore Mariù, kanet gant Vittorio De Sica er film Gli uomini, che mascalzoni... gant Mario Camerini.
- Le Chaland qui passe, kanet gant Lys Gauty.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bet savet ton ar ganaouenn gantañ.