Lazhadenn Samuel Paty
| Rann eus | sponterezh islamek en Europa |
|---|---|
| Stad | Frañs |
| E tiriad | Conflans-Sainte-Honorine |
| Gwerzhid-eur | Central European Summer Time |
| Lec'h | Conflans-Sainte-Honorine |
| Daveennoù douaroniel | 49°0′50″N 2°6′55″E |
| Deiziad | 16 Here 2020 |
| Armament | cleaver |
| Hashtag | Je-Suis-Prof, Je-Suis-Enseignant |
| Bukenn | Samuel Paty |
| Oberour | Abdullakh Anzorov |
| Gouzañverien | Samuel Paty |

Lazhadenn Samuel Paty, anvet ivez gwalldaol Conflans-Sainte-Honorine[1], a oa bet un dagadenn sponterezh islamour a oa bet sevenet d'ar 16 a viz Here 2020 e kumun c'hall Éragny, lec'hiet er Val-d'Oise.
Samuel Paty, kelenner Istor-douaroniezh, a oa bet lazhet gant un arm gwenn ha dibennet nebeut amzer goude bezañ kuitaet e skolaj e Conflans-Sainte-Honorine. Ar muntrer, Abdoullakh Anzorov, a zo ur repuad rusian a orin eus Tchetchenia a zo bet lazhet gant ar polis broadel un nebeud munutennoù goude ar gwalldaol.
Dek devezh a-raok, Samuel Paty en doa diskouezet ludresadennoù eus Mahomed tennet eus ar gazetenn luadur Charlie Hebdo, e-kerzh ur gentel Kelenn Moral ha Keodedel war ar frankiz da embann e soñjoù gant skolajidi pevare klas (goude bezañ kinniget d'ar re a c'hellje bezañ feuket da guitaat ar c'hlas). Kounnaret e oa bet Brahim Chnina, tad unan eus ar skolajiadezed ha ne oa ket bet e-kerzh ar gentel. Eñ, harpet gant ar stourmer islamour Abdelhakim Sefrioui, en devoa embannet war meur a rouedad sokial filmigoù lec'h ma oant o kunujenniñ Samuel Paty. E anv kement ha chomlec'h ar skolaj a oa bet roet da c'houzout. Ar filmigoù embannet a oa bet o vezañ rannet kalz, ha kalz kemennadennoù feuls a oa bet graet a-enep ar c'helenner, betek ma vije soñjet lazhañ anezhañ diwar rebechoù blasfem.