Lazhadenn Ali C'hamenei
| Rann eus | Bombezadennoù israelat ha stadunanat war Iran e 2026 |
|---|---|
| Arvez | Ali C'hamenei |
| Stad | Iran |
| E tiriad | Tehran |
| Lec'h | Office of the Supreme Leader of Iran Complex |
| Daveennoù douaroniel | 35°41′31″N 51°23′56″E |
| Deiziad | 28 C'hwe 2026 |
| Bukenn | Ali C'hamenei |
| Gouzañverien | Ali C'hamenei |

D'an 28 a viz c'hwevrer 2026, Ali C'hamenei, an eil penn uhelañ eus Iran, a voe lazhet e-kerzh tagadennoù gant misiloù israelat tro-dro da dTehran. Pal ar bombezadennoù e oa lazhañ ar muiañ posubl a bennoù uhel eus ar vro. Marv C'hamenei a voe kemennet en un doare ofisiel gant Iran d'ar 1añ a viz Meurzh 2026[1]. Marvet eo e-kerzh un obererezh a-gevret gant nerzhioù lu ar Stadoù-Unanet ha reoù Israel en ur implijout titouroù an ajañs stadunanat Central Intelligence Agency evit gouzout pelec'h e oa ar pennoù uhel iranat[2]. Hervez skeudennoù loarell e oa bet gwelet e oa bet peurzistrujet ti-goudor C'hamenei.
Dezrevelloù israelat o doa embannet marv C'hamenei e-kerzh an oberiadur, goude-se o doa ar prezidant stadunanat Donald Trump hag ar c'hentañ ministr eus Israel Benyamin Netanyahou embannet e oa marv C'hamenei. Mediaioù ofisiel Iran o doa embannet ar c'heloù eus e varv en deiz war-lerc'h. Gouarnamant Iran en deus galvet da 40 devezh kañv ha seizh devezh dilabour en enor d'ar penn uhel. Hervez an Ajañs keleier Fars e oa bet lazhet ivez merc'h C'hamenei, e vab-kaer, e vab-bihan hag e verc'h-kaer e-kerzh an dagadenn[3][4][5]. Manet bev e oa e wreg met marvet eo d'an 2 a viz Meurzh en ospital[6]. Hervez ur vammenn ofisiel kuzh er Stadoù-Unanet, e oa bet raksoñjet gant Israel lazhañ C'hameney d'ar 15 a viz Even 2025, e-kerzh Brezel an Daouzek Devezh met Trump en doa nac'het en ober[7].
A-raok al lazhadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude Brezel an Daouzek Devezh e miz Even 2025, C'hamenei a oa bet o kuzhat muioc'h-mui, hag ar bunker dindan e lec'h annez a oa ken don ma oa ezhomm ouzhpenn pemp munutenn gant ur bignerez evit tizhout anezhañ, ar pezh a oa ur skoilh evit tizhout anezhañ[8]. Mizioù a-raok an dagadenn, ar CIA a oa bet o klask lec'hioù ha degouezhioù da lazhañ C'hamenei. Klevet e oa bet ganto e oa un emvod gant pennoù-uhel Iran da vezañ dalc'het gant C'hamenei[8] ha soñjet e oa bet implij an degouezh evit bombezañ an emvod[8][9]. Pennadurezhioù Israel o doa embannet e oa bet merzhet C'hamenei a-us d'ar savadur a servije da di dezhañ nebeut amzer a-raok an dagadenn[10].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ayatollah Khamenei Death: Official Confirmation - Islamic Info Center (en)(2026-03-01).
- ↑ Barnes, Julian E. (2026-03-01). "The C.I.A. Helped Pinpoint a Gathering of Iranian Leaders. Then Israel Struck." (in en-US), The New York Times.
- ↑ Habibiazad, Ghoncheh (1 March 2026). Khamenei's daughter and grandchild killed in attacks, state media says (en-GB).
- ↑ Khamenei's relatives killed in the attacks too (en-GB)(1 March 2026).
- ↑ Magdy, Sam (1 March 2026). Khamenei family members killed in attacks, Fars news agency reports (en).
- ↑ https://www.ouest-france.fr/monde/iran/direct-attaques-en-iran-le-liban-vise-par-israel-le-regime-iranien-refuse-de-negocier-avec-les-etats-unis-1713bc6c-ad54-42a3-81a2-e3286b8524f2#live_post_f2a7976d-61cd-4c9e-8dad-d323195e0ccb
- ↑ "Trump vetoed Israeli plan to kill Iran's supreme leader, US officials say", Reuters (15 June 2025).
- ↑ 8,0 8,1 ha 8,2 "How the US pulled off the assassination of the century" (in en-GB), The Telegraph (2026-03-01).
- ↑ "Iran hit with more strikes after Khamenei's death, Trump issues new warning", Reuters (1 March 2026).
- ↑ "How the Assault on Iran Unfolded", The New York Times (1 March 2026).