Mont d’an endalc’had

Lazhadegoù Zawadka Morochowska

Eus Wikipedia
Lazhadegoù Zawadka Morochowska
lazhadeg
Rann euspopulation exchange between Poland and Soviet Ukraine Kemmañ
Lec'hZawadka Morochowska Kemmañ
Deiziad kregiñ25 Gen 1946 Kemmañ
Deiziad echuiñ13 Ebr 1946 Kemmañ

Lazhadegoù Zawadka Morochowska a oa bet un heuliad lazhadegoù eus Ukrainiz ha Lemkoed e Polonia, sevenet gant unvezioù komunour Lu Poblek Polonia d'ar 25 a viz Genver, 28 a viz Meurzh ha 13 a viz Ebrel 1946 [1] e kêriadenn Zawadka Morochowska,[2] e-kerzh deportadur Ukrainiz Polonia d'an Unvaniezh soviedel goude an Eil Brezel-bed[3].

An niver a dud lazhet er c'hentañ lazhadeg (25 a viz Genver) a oa bet 56 (d'an nebeutañ), gant maouezed ha bugale en o zouez[4]. Lod eus an dud a oa bet jahinet a-raok bezañ lazhet. D'an 28 a viz Meurzh, 11 paotr d'an nebeutañ a oa bet lazhet. D'an 13 a viz Ebrel e voe lazhet 6 paotr ouzhpenn. Tro 73 eus an annezidi a oa manet bev a voe argaset d'an Unvaniezh soviedel goude ar brezel e 1946. 15 annezad all a oa bet "fiñvet" e Republik Poblek Polonia e-kerzh an Oberiadur Vistula e 1947. Riñset e oa bet a-benn neuze ar gêriadenn [5].

Al lazhadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 23 a viz Genver 1946, un nerzh eus Lu Poblek Polonia, savet gant ur 80 bennak a soudarded (a-wechoù e vez kaoz eus 120 soudard), a oa o klask strolladoù bihan a bartizaned eus an Arme Emsavet Ukrainat. Kavet e voent ha distrujet. En desped da-se, pa voe klasket ganto dont-tre er gêriadenn Zawadka Morochowska e oa bet talet outo gant partizaned ukrainat a oa bet o kuzhat eno. An disoc'h a oa bet ur redi da gilañ gant ar gomunisted. Er giladenn e oa bet kollet ganto div garrigellad pourvezioù ha meur a ganol-mortez. Kollet e oa bet soudarded ganto, ar pezh a vije bet abeg al lazhadeg daou zevezh war-lerc'h.

D'ar 25 a viz Genver, ne oa ket mui partizaned eus an Arme emsavet er gêriadenn, an nerzhioù lu polonat o devoa kelc'hiet al lec'h ha kroget e oant da zeviñ an holl dier ha lazhet etre 56 ha 78 annezad, maouezed ha bugale en o zouez. N'eus prouenn ebet e oa an annezidi e liamm gant an Arme emsavet. Dielloù eus Etre an daou vrezel-bed e Polonia a embann memes e oa ukrainiz etnek eus annezidi ar gêriadenn, tud habask anezho, gant Poloniz o vevañ tro-dro. Lod eus an Ukrainiz a oa bet jahinet, muturniet a-raok bezañ lazhet.

An unvez lu komunour a voe kablus eus an torfed e oa ar 34vet rejimant eus al Ludowe Wojsko Polskie[6], renet gant al Letanant koronal Stanisław Pluto. Hervez mammennoù eus an Arme emsavet, lod soudarded polonat eus an 2l batailhon eus ar 34vet rejimant bet prizoniet gant an Arme emsavet ukrainat o devoa testeniet e oa bet lazhet darn eus an annezidi gant an 3e batailhon eus ar 34vet rejimant. Adkemeret e oa bet an istor-se gant ar propaganda ukrainat kuzh e flemmskridoù nebeut amzer goude an darvoudoù.

E-pad bloavezhioù ne oa ket bet komzet eus al lazhadegoù e Zawadka. Ret e voe gortoz 1986, evit ma vije kaoz eus al lazhadegoù er gazetenn barizian « Kultura » lec'h ma oa bet embannet ul lizher gant Jerzy Biłas, a oa ur babig 8 miz pa oa c'hoarvezet al lazhadeg, hag en doa bet kollet darn eus e familh en torfed.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. https://www.lexpress.fr/monde/europe/1945-les-derniers-secrets-les-horreurs-de-l-apres-guerre_1696032.html
  2. Snyder, Timothy (2003). The reconstruction of nations: Poland, Ukraine, Lithuania, Belarus, 1569–1999. Snyder. 194 p. ISBN 978-0-300-09569-2. 
  3. https://shs.cairn.info/l-europe-barbare--9782262065096-page-341?lang=fr Le nettoyage ethnique de l’Ukraine et de la Pologne, gant Keith Lowe
  4. E-kerzh an dagadenn, hag a voe kaset da benn e meur a wagenn, tro 70 paotr, maouez ha bugale, lod Poloniz ha lod all Ukrainiz, a voe lazhet ha darn eus ar gêriadenn a voe c'hwezhet an tan enni (Smoleski 1998; Misio 1999; Motyka 1999).
  5. https://en.nuremberg.media/hronotop/20210125/95511/Polish-Punitive-Operation-in-Ukrainian-Village.html
  6. Ar 34vet rejimant eus Lu Polonia Lehmann, R. N. M. (2009). Struggling for peace : understanding Polish-Ukrainian coexistence in southeast Poland (1943-2007). Tezenn, Skol-veur Amsterdam.