Mont d’an endalc’had

Lazhadegoù Poloniz en Volhynia ha Reter Galitsia

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
lazhadegoù Poloniz en Volhynia ha Reter Galitsia
lazhadenn a-yoc'h, gouennlazh
Lec'hVolhynia, Galitsia, Polesia, Chełm Land Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°44′20″N 25°19′24″E Kemmañ
Deiziad1942 Kemmañ
Deiziad kregiñMeurzh 1943 Kemmañ
Deiziad echuiñ1944 Kemmañ
PerzhiadArme Emsavet Ukrainat, lu diabarzh, Armia Ludowa, Polish self-defense in Volhynia, Organization of Ukrainian Nationalists (Melnyk) Kemmañ
OberourArme Emsavet Ukrainat, Self-defense Kushch Units Kemmañ
GouzañverienPoles Kemmañ
Map

Lazhadegoù Poloniz e Volhynia ha Reter Galitsia (poloneg: Rzeź wołyńska pe Rzeź wołyńsko-galicyjska, "Lazhadeg Volhynian-Galitsian"; ukraineg: Волинсько-Галицька трагедія, romanekadur: Volynsʹko-Halytsʹka trahediya, "Trajedienn Volhynian-Galitsian") a oa bet un hollad lazhadegoù sevenet en tiriad dalc'het gant an Alamagn Nazi e Polonia ha sevenet gant Arme Emsavet Ukrainat (AEU), harpet gant ul lodenn eus ar boblañs ukrainat lec'hel, a-enep minorelezh polonat Volhynia, Reter Galitsia, lodennoù eus Polesia ha rannvro Lublin etre 1943 ha 1945 [1].

Ar gwashañ mare a oa bet etre miz Gouhere hag Eost 1943. Al lazhadegoù a oa bet feuls ha chivous, ar braz eus ar c'houzañverien a oa maouezed ha bugale[2]. Istimañ a reer e oa bet muntret etre 60 000[3] ha 120 000 a dud. Ouzhpenn Poloniz e oa bet lazhadeget kantadoù a Armenianed, Yuzevien, Rusianed, Tcheked, Jorjianiz, hag Ukrainiz izili eus familhoù polonat pe enebet ouzh an AEU pe enebet ouzh al lazhadegoù pe c'hoazh tud hag a oa bet o klask kuzhat gouzañverien.

An naetadur etnek gant Ukrainiz a oa ur c'hlask talañ en a-raok ouzh ar Stad polonat da adkemer an douaroù a oa bet d'ar vro met annezet gant Ukrainiz dreist-holl. An diviz da rediañ ar boblañs polonat da vezañ skarzhet diouzh an douaroù-se gwelet evel reoù Ukraina gant ar re Vanderisted eus Aozadur ar Vroadelourien Ukrainat (ABU-B) a oa bet kemeret e-kerzh un emvod milourel gant pennoù an aozadur e diskar-amzer 1942, ha steuñvioù a oa bet savet a-benn riñsañ pennoù ar boblañs polonat ha pep kumuniezh polonat a glaskje enebiñ ouzh ar fiñval ret. Pennoù lec'hel an ABU e Volhynia a oa kroget da dagañ ar boblañs polonat, ha buan e oa bet lazhadegoù kêriadennoù dizifenn lies.

E 2015, arkeologourien o labourat evit adkwavout korfoù.
Iwan Klimczak ("Lysyj"), penn an AEU, a roas urzhioù da lazhadegañ trevourien en Ostrówki ha Woli Ostrowiecka.

Eneberezh a oa bet, penn an Arme Emsavet Ukrainat e Volhynia, Dmytro Klyachkivsky ("Klym Savur"), en doa roet an urzh e miz Even 1943 evit "riñsadenn korfel hollek ar boblañs polonat en un doare hollek". Ar wagenn tagadennoù brasañ a oa bet etre Gouhere hag Eost 1943, tagadennoù e Volhynia a oa kendalc'het betek hañv 1944, pa oa bet al Lu Ruz oc'h erruout e Volhynia ha pa oa bet Gouarnamant Polonia kuzh, a oa bet o sevel Unvezioù emzifenn polonat, o sevel ar 27vet Divizion Troadegiezh. A-vras e vije bet d'an nebeutañ 50 000–60 000 polonat lazhet e lazhadegoù Volhynia, ha betek 2000–3000 ukrainiz lazhet evel digoll gant ar boloniz.[4]

En trede emvod dreistordinal eus an Aozadur ar Vroadelourien Ukrainat e miz Eost 1943, Mykola Lebed en doa taget garv obererezhioù feuls an Arme Emsavet en Volhynia ha graet eus an hollad "torfederezh". Darn eus dileuridi an emvod a oa emsavet a-enep e gomzoù, ha gwashoc'h c'hoazh e oa bet votet ledanaat an oberiadur a-enep polonat e Reter Galitsia. En gwirionez e voe disheñvel an traoù: e fin ar bloavezh 1943, e oa bet lazhet pennoù bras ar gumuniezh polonat ha bountet war ar re all da vont kuit etrezek ar c'hornôg e mod all e vijent gouennlazhet chivous.

Meurzh 1944, ar penn où uhel eus an Arme Emsavet renet gant Roman Shuchevych, o doa embannet un urzh da skarzhañ an holl boloniz diouzh Reter Galitsia, da gentañ dre kelaouiñ anezho ha tagañ/ preizhañ ar c'hêriadennoù, goude-se lazhañ ar gwazed, hag a-benn ar fin deviñ an holl savadurioù. Un urzh damheñvel a oa bet embannet gant ar penn d'an Arme Emsavet e Reter Galitsia, Vasyl Sydor ("Shelest"). An urzh a oa bet disentet evit ar bras anezhañ ha kêriadennoù a oa bet riñst gant o holl annezidi raktal hep kelaouiñ an dud. Etre 1943 ha 1946, an ABU-B hag an Arme Emsavet Ukrainat o devoa lazhadeget didruez etre 20 000 ha 25 000 polonat. 1000–2000 ukrainan a oa bet lazhet gant ar Boloniz Kuzh.

Lod pennoù ukrainat relijiel, melestradurel, hag un nebeud pennoù politikel o doa embannet disentez ouzh an obererezhioù-se, met gant disoc'h ebet war an darvoudoù.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Institute of National Remembrance. "What were the Volhynian Massacres?" (in en), Volhynia Massacre. 
  2. Timothy Snyder (24 February 2010). "A Fascist Hero in Democratic Kiev". The New York Review of Books. Obererezhioù an AEU a oa bet lazhañ 100 000 Polonad.Ahonen, Pertti (2008). Peoples on the Move: Population Transfers and Ethnic Cleansing Policies During World War II and Its Aftermath. Bloomsbury Academic. 99 p. 
  3. (2006) The War of the World: Twentieth-Century Conflict and the Descent of the West (in en). Penguin Publishing. 455 p. ISBN 1-59420-100-5. 
  4. Burds, Jeffrey (1999). "Comments on Timothy Snyder's article, "To Resolve the Ukrainian Question once and for All: The Ethnic Cleansing of Ukrainians in Poland, 1943–1947"". Journal of Cold War Studies 1 (2)