Lazhadegoù Haiti 1804
| Bro | First Empire of Haiti |
|---|---|
| Lec'h | Republik Haiti |
| Daveennoù douaroniel | 19°0′0″N 72°48′0″W |
| Deiziad kregiñ | Genver 1804 |
| Deiziad echuiñ | 22 Ebrel 1804 |

Lazhadegoù Haiti e 1804, anavezet ivez evel gouennlazh haitian[1], a oa bet sevenet gant soudarded Afro-Haitianed, an darn vrasañ anezho o vezañ bet sklaved, dindan urzhioù Jean-Jacques Dessalines[2] a-enep ar boblañs europat en Haiti, an darn vrasañ anezho o vezañ Gallaoued. An Dispac'h Haitian a oa bet trec'h war al lu gall e miz Du 1803 hag embannet e oa bet disklêriadur dieubidigezh Haiti d'ar 1añ a viz Genver 1804[3]. Eus miz C'hwevrer betek an 22 a viz Ebrel 1804 e voe lazhet etre 2000 ha 7000 den.
Al lejionerien bolonat, hag o devoa kuitaet al lejion c'hall evit sevel a-du gant ar sklaved afrikan, ne c'houzañvjont ket diwar al lazhadeg. Na kennebeut an Alamanted abaalamour ma ne oant ket bet o kemer perzh er c'henwerzh sklaved. Un nebeud tud wenn all na voent ket lazhet kennebeut. Roet e voe dezho ar geodedouriezh leun dindan ar vonreizh nevez, memes ma oa bet embannet fraezh gant Dessalines e oa an holl Haitianed da vezañ "tud du".
Nicholas Robins, Adam Jones, ha Dirk Moses a embann e oa bet ar gouennlazh un "is gouennlazh", lec'h ma oa bet ar strollad gwasket oc'h implij doareoù gouennlazhel a-benn distrujañ e waskerien. Philippe Girard, eñ, a zispleg o doa aon tud Haiti e vije adlakaet ar sklaverezh da dalvezout ha kement-se a vije unan eus abegoù al lazhadegoù.
Etre penn-kentañ ha kreiz an XIXvet kantved, darvoudoù al lazhadeg a oa anavezet-mat er Stadoù-Unanet. Ouzhpenn-se meur a repuad eus Saint-Domingue o devoa kavet repu er Stadoù-Unanet, oc'h erruout e New Orleans, Charleston, New York, Baltimore, ha kêrioù all eus an arvor. Abalamour d'an darvoudoù-se e oa bet aon e Su SUA e c'hellje bezañ eno emsavadegoù awenet gant ar skouer-se, ha rannet e oa bet ar soñjoù e-mesk an dud a-zivout torridigezh ar sklavelezh[4][5].
Al lazhadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus al lazherien brudetañ a gemeras perzh er gouennlazh a oa anvet Jean Zombi, un hiron o chom e Port-au-Prince. Brudet e oa evit bezañ chivous. En unan eus an testenioù o tiskrivañ al lazhadegoù e konter e oa bet Zombi oc'h herzel un den gwenn er straed. Lakaet en doa anezhañ en noazh, rediet anezhañ da vont betek skalieroù palez ar prezidant, ha lazhet anezhañ gant ur goustilh. Dessalines a oa unan eus arvesterien al lazhadenn; kontañ a reer e oa bet "spouronet" gant an doare d'ober. En hengoun Voudou haitian, Jean Zombi a zo deuet da vezañ pimpatrom ar zombied.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Girard, Philippe (2005a). "Caribbean genocide: racial war in Haiti, 1802–4". Patterns of Prejudice 39 (2: Colonial Genocide): 138–161. DOI:10.1080/00313220500106196. ISSN 0031-322X
- ↑ Gaffield, Julia (2016-01-26). Dessalines Reader, 29 February 1804 (en).
- ↑ Sutherland, Claudia (16 July 2007). Haitian Revolution (1791–1804).
- ↑ (2004) The abolitionist decade, 1829–1838 : a year-by-year history of early events in the antislavery movement. Jefferson, N.C. : McFarland & Co. ISBN 0-7864-1946-6.
- ↑ (2005) Six days in April : Lincoln and the Union in peril. New York : Algora Publishing. 171 p. ISBN 0-8758-6313-2.