Lazhadeg Peterloo
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
|---|---|
| Lec'h | Manchester |
| Daveennoù douaroniel | 53°28′36″N 2°14′45″W |
| Deiziad | 16 Eos 1819 |

Lazhadeg Peterloo (saozneg: Peterloo Massacre) a oa bet e St Peter's Field, e Manchester, e Bro-Saoz, d'al lun 16 a viz Eost 1819. Triwec'h den a voe lazhet, hag etre 400 ha 700 den all a voe gloazet, gant marc'hegerien ar Yeomanry hag o doa taget un engroez 60 000 a dud a oa en em vodet evit goulenn un adreizh eus an doare votiñ evit ar parlamant.
Ur wech echuet da vat gant brezelioù Napoleon e 1815 e oa bet un dilañs ekonomikel drastus er Rouantelezh-Unanet, gant dilabour uhel hag eostoù fall abalamour d'ar bloavezh hep hañv. Ouzhpenn-se e oa bet lakaet da dalvezout ar C'horn Laws, hag a lakae priz ar bara da chom uhel. D'ar mare-se ne oa nemet tro 11% eus ar baotred hag o devoa ar gwir da votiñ, nebeut-tre anezho a oa annezidi eus norzh greantel Bro-Saoz, lec'h ma oa an enkadenn en he gwashañ. Radikaled o devoa gwelet en un adreizh eus ar parlamant an diskoulm d'ar c'hudennoù, hag ur sinadeg ramzel a oa bet aozet da c'houlenn ma vije ledanaet ar gwir da votiñ d'an holl baotred. Tro 700 000 den o devoa sinet e 1817, met nac'het e oa bet gant Ti ar C'humunioù. Pa oa bet un dilañs ekonomikel en-dro e penn-kentañ ar bloavezh, ar Radikaled o devoa soñjet bountañ evit adreizhoù gant manifestadegoù ramzel. Al luskad a oa bet kreñv-mat e gwalarn ar vro, gant ar Manchester Patriotic Union hag en doa aozet ur vanifestadeg vras e miz Eost 1819. Eno e oa ar prezegenner Radikal mil-brudet Henry Hunt.
Nebeut amzer goude ma vije bet kroget gant ar vanifestadeg peoc'hus, gwiraourien eus kêr o devoa galvet ar Manchester and Salford Yeomanry evit herzel Hunt hag an holl dud a oa tro-dro dezhañ war ul leurenn uhel. Marc'hegerien ar Yeomanry o devoa argadet an dud, badaouet ur vaouez ha lazhet ur bugel raktal. Deuet e oant a-benn da herzel Hunt. Penn gwiraourien Cheshire, William Hulton, en doa galvet ar 15vet rejimant an Housarded evit skarzhañ ar peurrest eus an dud. Argadet o devoa gant o sabrennoù, hag hervez testoù an darvoud e oa bet lazhet etre 9 ha 17 den ha gloazet etre 400 ha 700 den all. An darvoud a oa bet anvet "Peterloo massacre" da gentañ gant ar Radikaled er gazetenn Manchester Observer evit ober dave da Emgann Waterloo hag a oa bet gwadus hag a oa c'hoarvezet pevar bloaz a-raok.