Lazhadeg No Gun Ri
| McCune–Reischauer | Nogŭnni Yangmin Haksal Sagŏn |
|---|---|
| Revised Romanization | Nogeunni Yangmin Haksal Sageon |
| Stad | Korea ar Su |
| E tiriad | North Chungcheong, Yeongdong-gun |
| Lec'h | Nogeun-ri |
| Daveennoù douaroniel | 36°12′55″N 127°52′49″E |
| Deiziad kregiñ | 26 Gou 1950 |
| Deiziad echuiñ | 29 Gou 1950 |
| Oberour | 7th Cavalry Regiment |

Lazhadeg No Gun Ri (koreaneg : 양민 학살 사건) a voe ul lazhadeg a-yoc'h eus repuidi sukorean gant soudarded stadunanat (tirlu hag aerlu) nepell diouzh kêriadenn Nogeun-ri (koreaneg : 노근리), e-kreiz Sukorea, eus ar 26 a viz Gouhere betek an 29 a viz Gouhere 1950, e penn kentañ Brezel Korea (1950-1953). E 2005, un enklask gant ar gouarnamant sukorean en doa kavet sur anv 163 den lazhet pe steuziet ha 55 gloazet. Ouzhpennet e oa bet e fin an dezrevell e vanke kalz anvioù gouzañverien dre vank a ditouroù pe prouennoù. An aozadur No Gun Ri Peace Foundation a istim ez eus bet 250–300 trevour lazhet, an darn anezho o vezañ maouezed ha bugale.
No Gun Ri er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Sukorea, istor lazhadeg No Gun Ri a zo un awen evit oberennoù istorel, faltazi, pezhioù c'hoari. E 2010, ur studio sinema sukorean bras, Myung Films, en doa embannet ur film, A Little Pond, skrivet ha sevenet gant Lee Saang-woo, ennañ an aktourien vrudet Song Kang-ho, Moon So-ri ha reoù all o doa labouret a-youl vat. Ouzhpenn d'un embann kenwerzhel e Sukorea, ar film a zo bet bannet e meur a festival filmoù dre ar bed, en New York pe Londrez.[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Film to depict No Gun Ri", The Korea Herald (May 23, 2006). "Movie about civilian killings at Nogeun-ri to debut", Yonhap News Agency (October 26, 2006). A Little Pond. Internet Movie Database.