Lazhadeg Melouza
Neuz
Lazhadeg Melouza
| Brezel | Brezel Aljeria |
|---|---|
| Bro | Frañs |
| Lec'h | Melouza |
| Daveennoù douaroniel | 35°58′3″N 4°9′41″E |
| Deiziad | 28 Mae 1957 |

Lazhadeg Melouza a oa bet ul lazhadeg a-vras sevenet d'an 28 a viz Mae 1957, e-kerzh brezel Aljeria. An dorfedourien a oa izili eus ar Front de libération nationale (FLN) ha lazhet e oa bet 374 annezad eus kêriadenn Melouza, er gwalarn da gêr M'Sila. An digarez e oa e vije bet anezho harperien ar strollad dizalc'hour Mouvement national algérien (MNA), kevezer d'an FLN. Dre embann traktoù ha dre implij propaganda, an FLN en devoa tamallet al lazhadeg d'an arme c'hall. Eus an tu all, an arme c'hall a oa bet oc'h implij an darvoud er propaganda a-enep dizalc'hourien Aljeria.
Ar c'horonal Said Mohammedi, bet ezel eus ar Wehrmacht e-kerzh an Eil Brezel-bed, eo en doa urzhet lazhañ holl dud Melouza.