Mont d’an endalc’had

Lazhadeg

Eus Wikipedia
lazhadeg
doare torfed
Roll elfennoùlist of events named massacres Kemmañ

Ul lazhadeg a vez graet eus un darvoud lec'h ma vez lazhet tud ha n'int ket o kemer perzh en ur bec'h armet pe tud hag a zo dizarmet. Implijet e vez alies evit ober anv eus ul lazhadenn a-yoc'h eus trevourien gant ur strollad pe un hinienn armet.

Unan eus an implijoù kentañ eus an droienn evit diskrivañ un darvoud met gant ur pal propaganda a oa bet "lazhadeg Boston" e 1770, hag a oa bet implijet evit degas harp d'ar Reveulzi Amerikan. Ur flemmskrid anvet A short narrative of the horrid massacre in Boston, perpetrated in the evening of the fifth day of March, 1770, by soldiers of the 29th regiment a oa bet moullet e Boston kerkent ha 1770.