Lavan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lavan ha Rahel,
livet gant Jean-Baptiste Deshays de Colleville,
(e kreiz an XVIIIvet kantved).

Lavan pe Laban (hebraeg : לָבָן (Lavan), "Gwenn") a zo, hervez Levr ar C'heneliezh, mab da Vetouel ha breur da Rivka, pe Rebecca, gwreg Is'hak ha mamm Yaakov.

Tad eo da Lea ha Rahel eo. Pa zeu e niz Yaakov da glask ur wreg en e diegezh e laka anezhañ da labourat seizh bloavezh evit kaout Rahel met touellañ a ra anezhañ o reiñ Lea dezhañ (Gn 29, 23-26).

Labourat a ra Yaakov evit Lavan seizh bloavezh ouzhpenn evit kaout Rahel da wreg.

An darempredoù luziet etre Lavan ha Yaakov a vez kontet er rannoù 30 ha 31 eus Levr ar C'heneliezh betek tec'h Yaakov.