Laurent Dognin

Eus Wikipedia

Laurent Dognin, bet ganet d'an 3 a viz Genver 1953 e Paris, zo eskob Kemper ha Leon abaoe 2015, war-lerc'h Jean-Marie Le Vert.

Beleget e voe e 1980 en eskopti Nanterre. E miz Genver 2011 e voe anvet da eskob skoazeller Bourdel gant ar pab Benead XVI. D'an 20 a viz mae 2015 e voe anvet da eskob Kemper ha Leon gant ar pab Frañsez.

An adaozadur parrezioù an eskopti zo bet graet gantañ. Abaoe ar c’hentañ a viz Gwengolo 2017 ez eus en eskopti Kemper ha Leon ugent parrez nevez (betek-henn e oa 323 farrez ha 18 deanded)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ugent parrez nevez evid an eskopti a-bez war lec'hienn eskopti Kemper ha Leon