Laura Fernández Delgado

Laura Virginia Fernández Delgado, bet ganet d'ar 4 a viz Gouere 1986 e Puntarenas, zo ur bolitikourez kostarikan.
Goude studioù war ar skiantoù politikel e Skol-Veur Costa Rica, Laura Fernández Delgado zo kroget da labourat evit melestradurezh ar vro. E miz Mae 2022 e voe anvet da Vinistrez ar Steuñviñ Broadel hag ar Politikerezh Ekonomikel gant Rodrigo Chaves Robles, ar prezidant nevez-dilennet. E 2024 e voe anvet da vinistrez ar Brezidantelezh. Kuitaat a reas he strollad politikel kent, an Alianza Demócrata Cristiana, da vont e-barzh ar Partido Pueblo Soberano[1].
E miz C'hwevrer 2026 eo bet dilennet da brezidantez ar vro, en ur brometiñ kreñvaat ar stourm a-enep an narkotrafikerezh hag evit ar surentez[2]. Awenet eo gant Nayib Bukele, prezidant El Salvador[3].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Qui est Laura Fernández, future présidente du Costa Rica, pays sans soldats devenu plateforme majeure du narcotrafic ?, RTBF, 03/02/2026
- ↑ (fr) KLEIN Nicolas, Élection présidentielle au Costa Rica : victoire de Laura Fernández Delgado, Conflits, 02/02/2026 (lennet d'ar 04/02/2026)
- ↑ (fr) Progression des droites sécuritaires en Amérique centrale : au Costa Rica, Laura Fernández remporte la présidentielle haut la main, RTBF, 02/02/2026