Lara Stone
Neuz
Lara Stone
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Izelvroioù |
| Anv-bihan | Lara |
| Anv-familh | Stone |
| Deiziad ganedigezh | 20 Kzu 1983, 23 Kzu 1983 |
| Lec'h ganedigezh | Geldrop |
| Pried | David Walliams |
| Micher | model, aktour, aktour skinwel, aktour(ez) sinema |
| Liv ar blev | blev melen |
| Liv an daoulagad | hazel, gell |
| Dileuriet gant | IMG Models |

Lara Catherina Stone , ganet d'an 30 a viz Kerzu 1983 zo un top model izelvroat.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stone a zo ganet en ur gêr vihan anvet Mierlo en Izelvroioù. Ar vamm Kathryna Stone a zo izelvroat, an tad Michael Stone a zo Saoz. Merzhet e oa bet evit ar wech kentañ e tren buzug Pariz pa oa e vakañsoù gant he familh. Oadet e oa a 12 vloaz nemetken. E 1999 d'an oad a 15 vloaz e kemere perzh er genstrivadeg aozet gant Elite Model Management. Ne voe ket trec'h met pennoù bras an embregerezh top model a oa bet bammet ganti memestra. Sinañ a reas ur c'hevrad gant Elite Modelling Agency ha kroget e oa da vezañ ur model a-vicher.
Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Kerzu 2009 dre ar gelaouenn Vogue UK, Stone a anzave bezañ heuliet gant medisined evit kudennoù alkologezh.