Lapua (uzin munisionoù)

Uzin munisonoù Lapua, anvet Nammo Lapua Oy abaoe 1998, zo un embregerezh kartouchennoù armoù-tan krouet e 1923 ha diazezet e Lapua (Finland). Ul labouradeg stad e oa da vare e grouidiegezh, met prevez eo bremañ ha perzh eus ar strollad Nammo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude dizalc'hidigezh Finland e 1918 e fellas d'ar vro bezañ emren war ar produerezh munisionoù. E 1923 e voe savet un uzin kartouchennoù e Lapua, e kornôg ar vro, ul lec'h pell a-walc'h diouzh an harzoù gant URSS, hag a oa e boblañs chomet kentoc'h enep-komunour e-pad ar brezel diabarzh. Pourveziañ a reas al labouradeg nevez an arme finlandat, ha kregiñ a reas da ezporzhiañ kartouchennoù er bed a-bezh evit ar sportoù tennañ. Brud a dapas e 1930 pa voe gounezet teir medalenn aour e kampionadoù ar bed tennañ gant Einari Oksa ha Kullervo Leskinen a-drugarez da vunisionoù produet e Lapua[1].
E-pad an Eil Brezel-bed e produe an uzin betek 97 milion a gartouchennoù bep bloaz[2]. Goude ar brezel e produas ivez riñvedoù, pe troadikelloù ha chadennoù evit marc'hoù-houarn. D'an 13 a viz Ebrel 1976 e tarzhas an uzin goude ur gwallzarvoud. 40 micherour a voe lazhet, ha 60 den gloazet. Ul labouradeg nevez a voe adsavet e diavaez kêr Lapua e 1984, hag er bloavezhioù war-lerc'h e postas an embregerezh kalz arc'hant war an enklaskoù hag an diorren. Kenlabourat a reas gant an US Marine Corps da gentañ, ha gant SAKO hag Accuracy International war-lerc'h, ha diwar o labour e voe ganet ar gartouchenn .338 Lapua Magnum implijet gant tennerien a-bell er bed a-bezh hiziv an deiz[3].
E 1991 e prenas an embregerezh alaman SK Jagd- und Sportmunitions GmbH. E 1998 e teuas Lapua da vezañ un isembregerezh eus ar strollad industriel armoù-tan norzhat Nammo, ha dibaoe eo anvet an embregerezh Nammo Lapua Oy en ur mod ofisiel. Produiñ a ra kartouchennoù skoet en o c'hreiz dindan an anv Lapua en e uzin orin e Finland[1], ha munisionoù skoet war o zro, .22 Long Rifle dreist-holl, dindan an anvioù merkoù Lapua hag SK, e Schönebeck (Alamagn)[4]. Munisionoù ker a-walc'h int en o dazrann marc'had, brudet e bed ar sportoù tennañ pe ar biatlon.
Ur mirdi e kêr Lapua a zeskriv istor an embregerezh ha labour e vicherourien ennañ abaoe e grouidigezh[5].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) About war lec'hienn Lapua (lennet d'ar 24/06/2025)
- ↑ (en) Lapua Cartridge Factory Museum, European Route of Industrial Heritage (lennet d'ar 24/06/2025)
- ↑ (en) SAGI Guy J., Lapua Celebrates 100th Anniversary In 2023, American Rifleman, 09/02/2023 (lennet d'ar 24/06/2025)
- ↑ (de) Nammo errichtet neues Vertriebszentrum in Deutschland, war lec'hienn SK (lennet d'ar 24/06/2025)
- ↑ (en) Lapua Cartridge museum, Visit Finland (lennet d'ar 24/06/2025)