Mont d’an endalc’had

Lapsang Souchong

Eus Wikipedia
Pa vez glec'hiet e vez ruz-teñval liv al lapsang souchong.

Al Lapsang souchong ( 正山小种 e sinaeg; zhèngshān xiǎozhǒng, pe 烟小种; yān xiǎozhǒng e pinyin), zo un te du eus proviñs Fujian e Republik Poblek Sina. Lavaret e vez ez eo unan eus ar re splannañ o blaz. Brudet eo da vout un te evit ar baotred. Met hiziv e plij d'ar merc'hed ivez.

Goude ma teu eus delioù izel ar gwez eo lakaet ar souchong da de fin e vlaz. E-skoaz an te du a lec'h all e chom pell da verglañ. Petra eo al Lapsang souchong, ma n'eo ket ur souchong bet sec'het, war goad pin pe sedr, ruilhet ha merglet goude, ha sec'het adarre e paneroù bambou a-us d'un tan koad episea pe siprez. Blaz mogedet, a larer, a vez gant an te-mañ, pe koadet, evel gwinoù zo a vez miret e barrikennoù koad-derv.

Gant an anaoudeien e vez kavet « hardizh » blaz al Lapsang.