Lao Zi

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Laozi)
Lao Zi

Lao Zi ( 老子, pinyin Lǎo Zǐ, ÉFEO[1] Lao-Tseu, “Mestr Lao” pe “Lao Gozh”) a reer eus un dudenn deskrivet evel ur prederour kevrinek e Sina gozh.
Ez-hengounel e vez lakaet Lao Zi da aozer an Dao De Jing, ha dre-se da ziazezer an Daoegezh. Azeulet e vez en darn vrasañ eus skourroù relijiel an Daoegezh.

Hervez an hengoun sinaat e vevas Lao Zi er 6vet kantvet KJK, met niverus eo an istorourien o soñjal ez eus anezhañ ur meskaj eus meur a zen gwirion ; gouizieien all a lavar e voe evit gwir eus Lao Zi er 4re kantved KJK[2].
Pouezus-tre eo Laozi er sevenadur sinaat, betek hiziv an deiz, hag en Azia a-bezh ivez. Er bed-holl ez eus bet emsavioù a-enep ar galloudoù aotrouniek a embannas bezañ levezonet gant Dao De Jing Lao Zi.

Lao Zi en Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kejadenn Laozi ha Yin Xi

Ar skrid kentañ ma kaver meneg eus Lao Zi eo levr al lezennour Han Feizi (281-233 KJK), ma lenner ez eo Lao Zi aozer an Dao De Jing.
Tremen kant vloaz diwezhatoc’h e voe skrivet ar Shi ji (“Eñvorennoù an istorour”) gant an istorour meur Sima Qian ( 司馬遷, Sīmǎ Qiān, ÉFEO ”Sse-ma Ts’ien”) a vevas etre ~145 ha ~87 KJK.
Setu amañ un droidigezh eus ar meneg kentañ eus Lao Zi er skrid-se :

Da drede bloavezh an impalaer Ding Wang eus ar remziad Zhou [604 KJK] e voe ganet Lao Zi e kêriadenn Qio Jin e kêr Lai e paou Ku er rouantelezh Zhou.
Li ( 李, "prunenn"[3] ) e oa e anv-familh, Er ( 耳, "skouarn") e anv bihan, Bo Yang e lesanv ha Dan e anv dalif.
Diwaller an dielloù e voe e lez ar rouantelezh Zhou. Ul levr div rann ennañ a skrivas kent mont war-du ar C’hornôg.

Pelloc’h avat en hevelp skrid e komz Sima Qian eus ul Lao Lài Zi ( 老來子, "Mestr Lao da zont") a skrivas ul levr 15 rann enni hag a oa kempred gant Konfusius (551-479 KJK) ; pelloc’h c’hoazh e kaver ul Lao Dan anavezet, anezhañ un istorour hag un urisinour a vevas dindan ren an dug Xian (384-362 KJK) er Stad Qin[4],[5].

Gwall skort eo an daveennoù-se pa venner gouzout hag-eñ ez eus bet eus Lao Zi evit gwir pe get. Kel luziet all e chomer pa furcher en hengoun sinaat : hervez ur vojenn e voe Lao Zi engehentet pa oa e vamm o sellet ouzh ur steredenn-nij ; e-pad 62 vloavezh e chomas en he c’hof kent bezañ ganet pa oa-hi o tiskuizhañ ouzh troad ur wezenn-brun, alese e anv ; ur gwaz kozh e oa pa zeuas er bed, ur barv gwenn ha flipoù hir d’e zivskouarn (un arouez a vuhez hir hag a furnez e Sina gozh).

Mar distroer da skrid Sima Qian e tesker penaos e teuas Lao Zi ken faezh gant diskar ar vuhezegezh e kêr ma’z eas war-du ar C’hornôg a-benn ren buhez ur penitiour eno. P’em gavas war vevenn ar rouantelezh Zhou, en ode Han Ku, e voe anavezet gant ur gward anvet Yin Xi a c’houlennas digantañ skrivañ e soñjoù kent em dennañ diouzh ar vuhez foran ; neuze e skrivas Lao Zi al levr berr 5 000 kealarouez ennañ a anavezer dindan an anvioù Dao De Jing ( 道德經 ) “Klaselour an Hent hag ar Perzh”, pe Laozi. Biken ken ne voe gwelet Lao Zi e Sina.

War-dro kreiz an 20vet kantved e voe ur c’henemglev etre an darn vrasañ eus ar sinaourien evit embann ne voe ket eus Lao Zi un den istorel – pe da nebeutañ ne c’halled ket prouiñ e oa un den istorel anezhañ – hag ez eus eus an Dao De Jing ur c’hendastumad soñjoù liesorin eus ar 4re kantved KJK[6].
Diwar istor Lao Zi o profañ an Dao De Jing da Yin Xi e kreskas skeudenn Lao Zi evel un doue o profañ ar Wirionez Salvus da vab-den doaniet[7].

Da heul Lao Zi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lao Zi kizellet en ur roc’h

E deroù ren ar remziad Han (202 KJK-220 GJK) en em vodas an Daoidi gentañ tro-dro d’an Dao De Jing da ziazezañ skol an Huanglao Dao, “Dao an Impalaer Melen”[8] a bouezas evit ma vije damkan an ober hep ober (gwelet Daoegezh) lakaet e pleustr er politikerezh en enep da reolennoù strizh heulierien Konfusius.
Da sent e voe Lao Zi ha Huanglao lakaet ganto, hag azeulet a-benn goulenn diganto sikour evit tizhout an hirhoal.

Un 350 vloaz bennak goude, da vare an impalaer Huan (147-168), e voe an azeul-se degemeret gant an impalaer hag er bloavezh 165 GJK e voe savet un azeuldi e lec’h ganedigezh Lao Zi hervez Sima Qian.

Pelloc’h e selled ouzh Lao Zi evel ouzh un doue, ha pelloc'h c'hoazh e voe ar Mestr kozh lakaet da vezañ an Dao e-unan : bez’ e vije bet eus Lao Zi kent en hollved, ha kemmañ a raje a-benn degas kemmoù en hollved dre lakaat ar yin hag ar yang da c'hoari. Tremenet e vije dre an Douar da ziskuliañ kelennadurezh an divarvelezh da renerien santel Sina gozh.
Setu Lao Zi lakaet da Vesiaz en desped da gentelioù an Dao De Jing.

Diwezhatoc’h e voe anavezet Lao Zi gant ar Vouddhaegezh evel un doue en devije “distroet ar gouezarded” en ode Han Ku ha prientet an hent d’ar Vouddhaegezh e Sina. E penn an Teir Relijion (Bouddhaegezh, Daoegezh ha Konfusianegezh) e voe lakaet neuze[9].

Lao Zi er C’hornôg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Zoken pa ne voe ket un den gwirion eus Lao Zi e c’haller lavaret e levezonas dre an Dao De Jing lod politikourien gornogel a vreutaas evit ma vije ar renerien uveloc’h ha ma vije skañvaet pouez ar Stadoù war buhez ar pobloù. Lod emsavioù peoc’hour ha/pe anveliour a embannas bezañ levezonet gant an Dao De Jing ivez.
War dachenn an armerzh e c’haller menegiñ damkan Murray N. Rothbard (1926-1995) a reer ar gevalaouriezh anveliour anezhi[10].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. École Française d’Extrême-Orient, he deus savet ur reizhiad da dreuzskrivañ ar sinaeg e lizherennoù roman abaoe 1902. Petra bennak ma vez arveret ar pinyin hiziv an deiz e kaver c’hoazh kalz anvioù dindan stumm an ÉFEO er studiadennoù gallek. Ar reizhiad Wade-Giles dreist-holl eo a vez arveret e saozneg e-kichen ar pinyin.
  2. SCHIPPER Kristofer, Laozi [Lao-Tseu], en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis /Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
  3. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html
  4. ROBINET Isabelle, Lao Zi et le Tao, Bayard, Paris, 1996, ISBN 978-2-227-32509-8
  5. CHAVANNES Édouard, Les Mémoires historiques de Se-ma T’sien, Adrien Maisonneuve, Paris, 1895, adembannet e 1969 — diviet, a vo adembannet ; al levrenn 6 a c’haller kavout c’hoazh, ISBN 978-2-7200-0487-2
  6. WATSON Burton, The Complete Works of Chuang Zu, Columbia University Press, New-York, 1968, ISBN 978-0-231-03147-9
  7. KOHN Livia & LAFARGUE Michael, Lao-Tzu and the Tao-Te-Ching, State University of New-York Press, Albany, New-York, SUA, 1998, ISBN 978-0-7914-3599-1
  8. https://web.archive.org/web/20101017152536/http://www.huanglao.org/history.htm
  9. SCHIPPER Kristofer, op. cit., p. 389.
  10. https://web.archive.org/web/20110116095524/http://mises.org/daily/1967

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • BOAZ David, The Libertarian Reader – Classic and contemporary readings from Lao Tzu to Milton Friedman, Free Press, New-York, 1998, ISBN 978-0-684-84767-2
  • FUNG Yu-lan, A History of Chinese Philosophy (levrenn 1), troet gant Derk Bodde, Princeton University Press, Princeton, New-Jersey, SUA, 1983, ISBN 978-0-691-02021-1
  • KALTENMARK Max, Lao Tzu and Taoism, troet gant Roger Greaves, Standford University Press, Standford, California, SUA, 1969, ISBN 978-0-8047-0689-6
  • LUO Jing, Over a Cup of Tea: an Introduction to Chinese Life and Culture, University Press of America, Washington D. C., SUA, 2004, ISBN 978-0-7618-2937-9
  • MASPERO Henri, Le Taoisme et les religions chinoises, Gallimard, Paris, 1950 (a c’haller enkargañ diwar lec’hienn an UQAC/Université du Québec à Chicoutimi : http://classiques.uqac.ca/classiques/maspero_henri/C29_taoisme_religions_chinoises/taoisme.html )
  • PEERENBOOM R. P., Law and Morality in Ancient China – The Silk Manuscripts of Huang-Lao, State University of New-York Press, Albany, New-York, SUA, 1993, ISBN 978-0-7914-1237-4

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lec’hienn ma kaver skridoù a-zivout Sina gozh, da enkargañ er stummoù .pdf pe .doc.
Holloueziadur prederouriezhel Skol-veur Stanford er Stadoù-Unanet.
L’éthique de la liberté, gant Murray N. Rothbard.