Lanv du
Iskevrennad eus | environmental disaster, environmental impact of the petroleum industry, spilling ![]() |
---|---|
Immediate cause of | oil pollution ![]() |
Ul lanv du a zo ur gwallreuz ekologel a erru pa red eoul-maen en natur, alies er mor, dre faot obererezh an den (eoullistri o vont d’ar strad, eoul o tiverañ deus kirri-samm, pe deus binvioù eztennañ deus ar c'hondon).
Efedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lanv du a zo ur gwallreuz ekologel peogwir e kas eoul-maen e pep lec’h hag e varv ul lodenn vras deus ar plant ha deus al loened. Mont a ra war pluñv al laboused ha war blev al loened, ar pezh a vir outo fiñval en un doare reizh hag a lazh anezho. Evit ar plant, ar bezhin, an amprevaned, hag evit kalite an dour eo fall.
Heuliadoù a zo ivez war yec'hed an den : kudennoù analañ ha genel, war an avu hag ar reizhiad emzalc'hPetra eo ?.
Diaes eo ivez alies evit ar velestradurezh, prosezioù a zo a-enep an embregerezhioù a werzh eoul-maen.
Lanvioù du e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a lanv du zo bet e Breizh, o tremen tro-dro Breizh evit erruout betek mor Breizh da vont d’an norzh, tapet e redoù-mor, pe o doa tizhet mein, kerreg pe foñs ar mor (lanv du an Amoco Cadiz, lanv du an Erika…).