Lang Lang

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lang Lang en ur sonadeg e miz Meurzh 2008

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lang Lang (郎朗 e sinaeg, Láng Lǎng e pinyin) zo ur pianoour sinaat ganet d'ar 14 a viz Mezheven 1982 e Shenyang, (Sina). Emañ o chom e SUA.

Kregiñ a reas da zeskiñ piano d'e 3 bloaz, gant Zhu-Ya-Fen e Shenyang. Buan e voe brudet evel bugel donezonet-dreist ha da 5 bloaz e c'hounezas Kentañ Priz Kenstrivadeg Shenyang hag e reas e sonadeg foran kentañ.[1]
Goude-se e c'hounezas kenstrivadegoù Xing Hai Cup e Beijing, Young Pianists en Alamagn ha Tchaikovski e 1995 au Japan. Etre 1997 ha 2002 e labouras gant Gary Graffman e Curtis Institute Philadelphia. E 2001 e sonas evit ar wech kentañ e Carnegie Hall e New York, ma voulc'has e remzad etrebroadel. Adal neuze e sonas gant al lazoù stadunanat hag europat pennañ. E 2003 e sinas e enrolladennoù kentañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Jean-Pierre Thiollet, 88 notes pour piano solo, "Solo nec plus ultra", Neva Editions, 2015, p.50. ISBN 978 2 3505 5192 0.