Mont d’an endalc’had

Lanchester (pistolenn-vindrailher)

Eus Wikipedia
Lanchester
Skeudenn ar pennad Lanchester (pistolenn-vindrailher)

Ur bistolenn-vindrailher Lanchester Mk. 1
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Pistolenn-vindrailher damaotomatek/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
Produer Sterling Armaments Co.
Mare produiñ 1941-1945
Mare implij 1941–bloavezhioù 1960 (Rouantelezh-Unanet)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,3 kg
Hirder 851 mm
Hirder ar c'hanol 203 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Hed-tenn pleustrek 100 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 379 m/s
Endalc'h Karger fiñv 32 pe 50 kartouchenn
Adstummoù Mark I
Mark I*
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Al Lanchester zo ur bistolenn-vindrailher saoz produet etre 1941 ha 1945, gant ar Sterling Armaments Company dreist-holl. Deveret e voe eus an MP28 alaman gant an ijinour George Lanchester e 1940[1]. D’ar poent-se, goude emgann Dukark, mankout a rae armoù hiniennel d’ar Royal Navy ha d’ar Royal Air Force breizhveurat, a glaskas lakaat sevel ar buanañ ar gwellañ pistolennoù-mindrailher evit gwareziñ o bonoù betegoût e vije aloubet ar vro gant nerzhioù an Trede Reich[2].

Ur bistolenn-vindrailher kambret e 9 mm Parabellum eo al Lanchester, pourveziet gant kargerioù fiñv 32 pe 50 kartouchenn a ranker ensoc’hañ war gostez an arm, evel war ar bistolenn-vindrailher STEN. Ober a ra gant ur sistem tennata dre argil. Ur c'huzh-kanol didoullet zo tro d’he c’hanol evit yenaat anezhañ, hag he lamm e koad zo heñvel ouzh hini ar fuzuilhoù Lee-Enfield a oa e servij e arme Breizh-Veur er memes koulz.

Un arm fiziapl-kenañ e oa al Lanchester abalamour da galite e bezhioù[3], met ker a-walc’h da broduiñ, pa gouste 14£ d'ar mare-se, da lavaret eo pemp gwech koust produiñ ur STEN. Muioc’h a laton hag a zir a ranked kaout d'e ober, ha muioc’h a eurvezhioù labour gant micherourien varrek ivez, ar pezh a oa kudennek da vare ur brezel[2]. George Lanchester a ginnigas tri fimpatrom skañvoc'h nevez e 1942, met rediet e voe da zilezel e labourioù gant ar gouarnamant, ha n'en doa ket c'hoant da bostañ arc'hant pe danvez ouzhpenn er programm[4].

  • Mark 1 (pe Mk. 1) : stumm kentañ, dezhañ modoù tennañ damaotomatek pe aotomatek hag ur c’houch a c’haller reoliañ evit tennoù etre 100 ha 600 yard (war-dro 550 metr) [1];
  • Mark 1* (pe Mk. 1*) : stumm simplaet dezhañ ur mod tennañ aotomatek hepken hag ur c’houch evit tennañ etre 100 ha 200 yard[5].

79 790 skouerenn eus an arm a voe produet en holl etre 1941 ha 1943 (pe 1945 hervez an daveoù) gant [5]:

  • Sterling Armament Company (merket SA) : 58 900 skouerenn e uzinoù Dagenham (merket S 109) ha Northampton (merket M 619) ;
  • W. W. Greener : 16 990 skouerenn, merket M 94 ;
  • Boss & Co. : 3 900 skouerenn merket S 156.
Soudard izelvroat gant ul Lanchester (Indonezia, 1947)

Servijout a reas al Lanchester er Royal Navy hag e morluioù all eus broioù ar C’hommonwealth, e-pad an Eil Brezel-bed da gentañ, ha betek ar bloavezhioù 1970 e armeoù ‘zo en ur mod ofisiel. Kalz skouerennoù a voe kollet gant ar Royal Navy pa voe aloubet e vagajennoù e Singapour e 1942. Implijet e voe an arm gant unvezioù eus ar Royal Marines e-pad dilestradegoù ar 6 a viz Even 1944 en Normandi. Goude ar brezel e voe roet da unvezioù breizhveurat karget da gontrolliñ an trevadennoù. Etre 1952 ha 1960 e voent implijet evit talañ ouzh emsavadeg ar Mau Mau e Kenya. E 1972 e oa aet an arm diwar implij er Royal Navy, hag e 1979 e voe disklêriet diamzeriet gant Ministrerezh an Difenn da vat[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) HOWROYD David, LAIDLER Peter, Guns of Dagenham: Lanchester,Patchett,Sterling, Collector Grade Publications, 1996, 336 p., ISBN 978-0889352049
  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, Lanchester Mk. 1, Modern Firearms (lennet d’an 02/06/2025)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) Lanchester submachine gun: post-WWII use, WWII after WWII, 04/10/2015 (lennet d'an 02/06/2025)
  3. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 214
  4. (en) McCOLLUM Ian, Lightweight Experimental Lanchester SMGs, Forgotten Weapons, 14/06/2019 (lennet d'an 02/06/2025)
  5. 5,0 ha5,1 (fr) Lanchester, Arme et Passion (lennet d’an 02/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan