Lamp
Ul lamp pe ur gleuzeur a zo un ardivink hag a ro gouloù. Al lampoù a vremañ a ya en-dro gant tredan oc'h implijout ur glogorenn wennc'hor.
Er Paleolitik (Henoadvezh diwezhañ ar maen) e oa bet implijet etevien-goulaouiñ. Adalek dibenn ar Mezolitik (Krennoadvezh ar maen) e voe graet gant lampoù "dre eoul". Er Grennamzer e veze implijet goulaouennoù. En XIXvet kantved e voe ijinet al lamp dre eoul (tireoul e gwirionez) hag en XXvet kantved en em astennas al lampoù dre dredan.
Seurtoù lampoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet a vez al lampoù gant an dud en o zi, o lakaat anezho en ul lec'h ma vez ezhomm gouloù : war ur gomodenn, un daol-noz, ur burev, war al leur evit al lampoù war droad, ouzh ar sel, hag all. Al lampoù lakaet war un daol o dez un tog-kleuzeur evit skeiñ ar gouloù war an traoñ. Lampoù a vez er straedoù ivez alies, komz a reer eus kleuzeureg pe lamp-straed. Ul lamp Aldis a vez implijet e bourzh ar bigi evit kas sinalioù gouloù hervez al lizherenneg Morse.
Gouloù godell ha lamp-tal a zo ivez, evit mont ha dont gant gouloù ha skeiñ anezhañ war ul lec'h resis.
Al lampoù er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lamp Aladdin zo brudet e kontadenn Ar mil nozvezh hag unan.