Lambig

Al lambig zo un died alkoolek kreñv graet diwar chistr pe gwin Breizh.
40 % alkool zo gant lambig chistr peurliesañ. Pa vez lakaet e fustoù koad-derv e-pad 4 bloaz e vez graet lambig fin Breizh anezhañ (Fine de Bretagne), hag un Anvadur orin kontrollet en deus evel calvados Normandi.
E Bro-Naoned ez eus bet produet lambig ivez abaoe pell, diwar gwin gros-plant peurvuiañ[1], evel gant ar strilherezh Seguin e Machikoul, digoret e 1886 hag ispisializet war ar c'hognak hag al lambig (anvet Fine de Bretagne ivez)[2].
E gourenez Rewiz e oa ur strilherezh staliet e deroù an XXvet kantved hag a brodue kognak ha lambig diwar gwin ar vro – ar « fine de Rhuys »[1].
Fardañ lambig chistr er menajoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An anv lambig a zeu eus "alambig", anv an ardivink da strilhañ alkool. Ar chistr a vez strilhet evit ober lambig a zo e-tro 70 % ennañ. Troc'het e vez goude gant dour evit tapout war-dro 50 % eus an ec'honad.
Peurliesañ a vez strilhet ur varrikennad chistr (225 litr) evit kaout 20 litrad lambig. Graet e vez an traoù gant strilherien vicherel evit an diekaerien produerien chistr.
Gant melestradurezh Frañs eo bet harzet ar produiñ lambig da 20 litr bep bloaz evit pep atant[3].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha 1,1 Guy Saindrenan, La vigne en Bretagne, Becedia, miz Eost 2022.
- ↑ Emma Rodot, Machecoul. Distillerie Seguin, l’âge d’or de l’industrie machecoulaise, Ouest-France, d'ar 16 a viz Gouere 2017.
- ↑ Définition et régime fiscal des bouilleurs de cru : code général des impôts, art. 315 et s. et 1825 A et art. 37 et s. de l'annexe I. Les articles modifiés en 2003 font état de 10 litres par an et par exploitation, avec arrêt définitif de cette activité de distillation en 2013.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gildas Jaffrenou, Mythologie, Légendes & Histoire des boissons en Bretagne et ailleurs, 1987
- François de Beaulieu, Les Cidres et leurs eaux-de-vie, embannadurioù Ouest-France, 2000
- Yann-Bêr Kemener, Pommes et cidres de Bretagne, Avaloù ha sistr Breizh, embannadurioù Skol Vreizh, 2005
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn bugale skol publik Sant Divi
- Distillerie des menhirs
- Comité cidricole de développement et de recherche fouesnantais et finistérien
- Istor , war al lec'hienn distillerie-warenghem.com
- Eau-de-vie de cidre de Bretagne AOC
-
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |