Lahti L-35
| Lahti L-35 | |
|---|---|
Ur bistolenn Lahti L-35 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
| Munisionoù | 9 mm Parabellum |
| Ijiner | Aimo Lahti |
| Mare ijinañ | 1926 - 1935 |
| Produerien | VKT / Valmet Husqvarna Vapenfabriks |
| Mare produiñ | 1935 - war-dro 1985 |
| Mare implij | 1935 – bloavezhioù 1980 (Arme Finland) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 1,250 kg |
| Hirder | 237 mm |
| Hirder ar c'hanol | 121 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 350 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
| Adstummoù | Gwelet ar bajenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Al Lahti L-35 zo ur bistolenn damaotomatek ijinet gant Aimo Lahti ha dibabet evel arm-dorn standart gant arme Finland adalek 1935. Ar bistolenn gentañ ijinet ha produet e Finland e voe[1].
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aimo Lahti, un ijinour hag a laboure evit arme Finland, a dresas e 1929 ur c'hentpatrom pistolenn damaotomatek nevez hag a voe savet gant servijoù teknik an arme e Helsinki. Heñvel e oa neuz an arm ouzh hini al Luger implijet betek-neuze gant arme ar vro, met ur sistem tennata dre argil berr ar c’hanol a oa ganti. Kambret e oa da gentañ evit daou vunision : ar 7,65 mm Parabellum, hag an 9 mm Parabellum. Hemañ a voe choazet evel munision standart nevez an arme, abalamour d’e c’halloud uheloc’h ha d’e implij aesoc’h er pistolennoù-mindrailher. Simplaet e voe ar c'hentpatrom e 1931 evit aesaat ar produiñ a-yoc’h. Goude meur a welladenn all e voe asantet ar bistolenn da vat gant an arme e 1935, dindan an anv Lahti L-35. Amprouet e voe gant soudarded, met meur a rebech a voe graet dezhi, en o zouez he fouez uhel, he draen kalet, hag ar fed e c’halle tennañ an arm e mod aotomatek e-unan[2].
E miz Even 1935 e tivizas an arme e c’halle bezañ produet an L-35 a-yoc’h, gant ma vije renket he c’hudennoù. Aimo Lahti a zeuas a-benn d’en ober, met n’eo nemet e 1939 e krogas ar produiñ da vat, goude evezhiadennoù all gant ar soudarded, o doa gwelet da skouer e vreine buan plakennoù-lamm koad an arm pa veze implijet e lec’hioù gleb warne erc’h. Diwar neuze e voe pourveziet ar bistolenn gant plakennoù-lamm e bakelit[2].
Ur c'harger 8 tenn a zo d'al Lahti L-35, hag un ibil da ziskouez ha kambret eo ar munision pe get. Ur pezhig en he c'hulasenn a sikour anezhi da vont en-dro pa vez yen an amzer pe lous an arm[3]. Un nebeud miliadoù a skouerennoù a voe produet en holl hag implijet gant arme Finland, da vare ar Brezel Kenderc'hel dreist-holl.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Rummad | Mare produiñ | Niver produet (dre vras) | Niveroù-serienn | Evezhiadennoù |
|---|---|---|---|---|
| 0 | 1938 | 1006-1104 | Evit bezañ amprouet. | |
| 1 | 1939-1941 | 2600 | 1100-3700 | |
| 2 | 1941-1942 | 1000 | 3700-4700 | |
| 3 | 1944-1945 |
|
3700-6800 | |
| 4 | 1945- | 2000 | 6800-9300 | Skouerennoù produet evit ar marc'had sivil, dindan an anv Valmet (evit Valmet Oy Tourula, anv nevez an embregerezh) |
| 1985 | 50001-50100 | Rummad produet evit 50vet deiz-ha-bloaz ar bistolenn |
Ezporzhiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne voe ket ezporzhiet al Lahti L-35 a-yoc'h da vat, met 50 skouerenn a voe gwerzhet da aerlu Sveden e 1940, ha 10 re all da arme Suis e 1943. Ur 600 skouerenn bennak a voe roet da arme Israel etre 1951 ha 1955[2].
M/40
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An embregerezh Husqvarna en deus produet ur stumm un tamm disheñvel diouzh an L-35 evit arme Sveden, brasoc'h e bontig, met hep ibil da ziskouez ha kambret e oa ar munision, nag hep ar pezhig er gulasenn evit aesaat he mont en-dro e koñdisionoù yen. Etre 83950[4] ha 100.000[3] skouerenn eus an arm, anvet Husqvarna M/40 pe a-wechoù Lahti L-40, a voe savet etre 1942 ha 1946.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Finnish small arms, Fire and Ice (lennet d'an 02/06/2025)
- ↑ 2,0 2,1 ha 2,2 (en) Parabellum & Lahti L-35, Jaeger Platoon (lennet d'an 02/06/2025)
- ↑ 3,0 ha 3,1 (en) POPENKER Maxim, Lahti L-35 and Husqvarna M/40 pistol, Modern Firearms (lennet d'an 30/05/2025)
- ↑ (fr) Lahti M. 40, Arme et Passion (lennet d'an 02/06/2025)