Lagad an ejen

Lagad an ejen (Olho de boi e portugaleg) eo an anv roet d’an timbroù-post brazilian kentañ, bet embannet d'ar 1añ a viz Eost 1843. E-kreiz ur stumm oval bras e oa bet skeudennaouet ur sifr a roe da c’houzout talvoud-gwerzh pep timbr : 30, 60 ha 90 réis hepmuiken. Ne oa ket skrivet anv ar vro, war skouer Belgia ha Breizh-Veur.
Ne voe ket doujet ouzh ar boaz etrebroadel a ginnige poltred penn-bras ar vro, an Impalaer Pedro II, evel er Rouantelezh-Unanet pe e Belgia. Hervez lod ne felle ket d’ar penntiern gwelet skeudenn e fas saotret gant ur c’hached a liv du, hervez tud all n’he defe ket kavet melestradurezh ar Postoù un tresour ampart a-walc’h evit engravañ ur poltred feal…
Nann-kranellet e oant holl, evel ar re all er bed, e-kreiz an XIXvet kantved. Meur a voulladur, a blakenn ha paper disheñvel a voe implijet, pezh a lakaas pep timbr da vezañ dibar.
An timbr 30 réis a voe savet evit al lizhiri kaset e-barzh ar memes kêr vras, hini 60 réis a veze implijet evit kas lizhiri a gêr da gêr, hag an 90 réis evit al lizhiri kaset d’ar broioù estren.
Tresoù heñvel (niverennoù war un drekleur du, pe drekleur e liv e 1854) a voe implijet betek 1866, an holl anezho o vezañ nann-kranellet. E 1866 e voe lakaet en o lec’h timbroù toullet gant skeudenn Pedro II. Rouez-kenañ eo an timbroù-se bremañ, ha kalz timbroù eiltreset faos zo bet produet abaoe an XIXvet kantved, daoust ma ne c'haller ket keñveriañ an darn vrasañ anezho gant ar re orin.
Displegañ a reer o ralded dre ma vezent distrujet alies pa veze digoret ar golo, o buhez berr, ha distruj ul lodenn eus ar follennoù embannet gant an tan.